Enor Richmond eo an anv a vez graet eus an dalc'h, e gwalarn Yorkshire hiziv, hag a voe roet d'ar c'hont breizhad Alan ar Rouz gant ar roue Gwilherm an Alouber e 1071. An dalc'h-se, hag a oa gouest da bourveziñ peadra da servij 60 marc'heg, a oa unan eus ar re vrasañ eus Bro-Saoz norman[1].
An darn vrasañ eus an douaroù-se a oa bet d'ar roue Edwin Mercia a-raok.
An dud-se a veze graet «aotrouien Richmond» (Lords of Richmond e saozneg) anezho. Distaget e veze Enor Richmond a-wechoù diouzh titl kont Richmond pe, diwezhatoc'h, diouzh hini dug Richmond. Darnel e vez ar gwirioù roet gant ar roue saoz ha kastell Richmond ne veze ket lod anezho atav.
Guy de Thouars - trede pried Konstanza Breizh; adkemeret e voe an Enor gant ar gurunenn saoz evit kastizañ an daou bried savet a-enep ar roue Yann Dizouar en 1204 evit tennañ dial eus marv Arzhur Iañ;
Ranulph de Blondeville, kont Chester - a voe roet dezhañ Enor Richmond en 1205; Ralph a oa eil pried Konstanza Breizh.
Pêr Iañ (Breizh) - pried da Alix de Thouars ha deuñv da Guy de Thouars ha Konstanza Breizh; un darn eus Enor Richmond en doe e 1218 hogen tennet e voe digantañ gant Herri III dre m'en devoa touet e le d'ar roue gall Loeiz IX
Pêr II Savoia, kont Richmond (dimezet e oa Herri III d'e nizez, Éléonore Provañs)
Butler, Lawrence(2003)."4.The origins of the honour of Richmond and its castles",in Robert Liddiard:Anglo Norman Castles.Woodbridge, Suffolk:The Boydell Press.91–95p. ISBN 0851159044.
Jeulin, Paul, Un grand «Honneur» anglais. Aperçus sur le «comté» de Richmond en Angleterre, possession des ducs de Bretagne, Annales de Bretagne XLII, p. 265
Chartier, Erwan, L'Honneur de Richmond, Manoirs et châteaux des pays de Bretagne, niv. 9