From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c'haoc'h, anvet mon ha fank ivez, eo an anv boas a reer eus an danvez a vez skarzhet eus korf an dud pe al loened, pa vezont o kac'hat goude ma vez koazhet o boued gante. Kemm a ra arvez ar c'haoc'h hervez yec'hed korf an dud pe al loened hag o magadurezh, ha gallout a ra bezañ kalet a-walc'h pe dourek.
An hini a gac'h a zo yac'h, a lavar furnez ar bobl. Ar fank hag e evezherezh zo unan eus ahelioù eus yec'hedoniezh ar boued met ivez eus ar yec'hedoniezh dre vras.
Ar fank (etre 150 ha 200 g bemdez) zo dilerc'hiad ar boued koazhet, ur wezh tremenet er benvegad koazhañ]].
Cheñch a ra aozadur ar fank hervez ar boue a vez debret[1]. Er fank reizh ez eus dour (75–85%) dour ha danvez sec'h (18–22%).
E-mesk an danvezioù sec'h-se ez eus :
Krouet e vez albumin gant ar bouzelloù, met koazhet e vez ha ne vez ket adkavet er fank. Kavout a reer avat un nebeud enzimoù oberiant c'hoazh, evel ar c'himotripsin ha kalz bakteri.
Dont a ra e liv gell eus enlivadoù ar vestl : stercobilin hag urobilin.
E fank un den yac'h e kaver nebeut a lipidoù met kalz neudennoù ha druzoni n'hallont ket bezañ koazhet.
Lavaret e vez ez eo direizh ar fank pa vez disheñvel e stumm, e liv, hag e zalc'h diouzh boaz :
A-bouez eo mirout da zifankañ abalamour ma laka ar c'horf da galediñ.
Heugiñ a ra an dud peurvuiañ pa glevont pe pa welont fank. Un dra lous eo, ha gwir eo c'hallont kas kleñvedoù pa ne ziwaller ket, evel ar c'holera). Se zo kaoz e vez ret gwalc'hiñ an daouarn alies.
C'hwezh ar fank a zeu eus obererezh ar bakteri. Bleuniadur ar bouzelloù a brodu elfennoù evel an indol, ar skatol, hag an tioloù (sulfur enno), hag ar gaz sulfur hidrogen. Ar re-se eo an elfennoù a ro c'hwezh pe a laka da vrammat. An temzoù eus ar boued, pa ne vezont ket ezmoret mat, a greñva flaer ar fank.
Lavaret eo bet e c'halle c'hwezh ar fank talvezout da viret e vefe touchet gant an dud, rak gallout a ra degas kleñvedoù[3]. Evel-just, merzherezh an dud zo subjektivel, pe zangorel. Ul loen a c'hall debriñ fank pe bezañ sachet gantañ abalamour ma plij ar c'hwezh dezhañ.
Gallet en defe ar c'hwezh ivez bezañ talvezet da verkañ tachenn un hinienn pe ur strollad tud.
Fank al loened pe hini an dud a vez implijet alies, d'ober teil ha da demzañ an douar. Ar gwano zo fank laboused-mor hag efedus-kenañ eo da strujusaat an douar a-drugarez da live uhel ar fosfor hag an nitrogen ennañ hag abalamour ma ne flaer ket. Implijet e vez kalz ar gwano ivez da sevel poultr evit an armoù.
Fank ar saout, pe beuzel, ar bizoned hag ar c'hañvaled a dalvez da geuneud d'ober tan pa vez sec'h[4]. E Breizh e veze lakaet kaoc'h-saout da sec'hañ d'ober tan goude el lec'hioù ma ne oa ket koad, evel en inizi pe war an aod.
Implijet e vez kaoc'h saout ivez d'ober brikez e broioù zo, da sevel lochennoù[5]. En Afrika pe e Suamerika da skouer. A-hend-all e plij da lod tud aozañ kenstrivadegoù da vannañ beuzel[6].
Graet e vez Kopi Luwak eus kafe fardet diwar kerez kafe bet debret, ezmoret ha kac'het gant ur frouezhdebrer, ar Sivet-palmez boutin Paradoxurus hermaphroditus.
E kreiz Azia e vez implijet ar c'haoc'h da lenn planedenn an dud.
Implijet e veze fank ar chas e broioù zo gwechall da givijañ al lêr. Mesket e veze gant dour. Enzimoù ar fank a dalveze da zistignañ framm neudennek ar c'hrec'hin a-raok diwezh ar c'hivijadur[7].
Ur ger dizereat eo "kaoc'h", implijet evel estlammadell ; "mon" pe "fank" a reer ivez eus an danvez-se en un doare sevenoc'h, met gerioù all zo c'hoazh, resis pe resisoc'h.
Meconium a vez graet eus fank ar bugel nevez-c'hanet.
Setu ul listennad anvioù a vez graet eus ar c'haoc'h : abon, pe kaoc'h-kezeg • beuzel (ha beuzelenn) • *brenn • foer, foerell • kagal • kakac'h • mardoz • pri, ur ger dereat, livus war un dro, nemet implijet en un doare dismegañsus pa gomzer eus paotred ar pri melen pe eus pichoù pri da c'hoapaat an heñvelrevidi • skid • teil.<brW
A-hend-all e vez graet kaoc'h eus traoù ha n'int ket, evel kaoc'h-houarn ha kaoc'h-skouarn.
A-hend-all c'hoazh e kaver ar gerioù c'hwil-kaoc'h ha pich-kaoc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.