From Wikipedia, the free encyclopedia
Karen Anderson (June Millichamp Kruse ; Erlanger, Kentucky, 16 a viz Gwengolo 1932 – Sunland-Tujunga, Kalifornia, 17 a viz Meurzh 2018) a oa ur skrivagnerez skiant-faltazi ha fantasy stadunanat. Meur a oberenn a genskrivas gant he fried Poul Anderson (1926-2001).
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv ganedigezh | June Millichamp Kruse |
Anv-bihan | Karen |
Anv-familh | Anderson |
Deiziad ganedigezh | 16 Gwe 1932 |
Lec'h ganedigezh | Erlanger |
Deiziad ar marv | 17 Meu 2018 |
Lec'h ar marv | Los Angeles |
Pried | Poul Anderson |
Bugel | Astrid Anderson Bear |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | romanter, skrivagner |
Deroù ar prantad labour | 1958 |
Tachenn | faltazi |
En Erlanger (Kentucky), a zo ur bannlev e Cincinnati (Ohio), e voe ganet e 1932.
E 1950 e tiazezas, gant teir mignonez dezhi, ur gevredigezh anvet Red Circle Society, a oa ur Sherlock Holmes Society.
Er bloaz 1953 e priedas d'ar skrivagner Poul Anderson, hag adalek ar bloavezhioù 1980 e kenskrivas meur a levr gantañ.
Ganti e voe skrivet da gentañ ar bomm saoznek filk music — ur vi-koukoug e oa bet kent 1955 evit folk music[1], a zo aet da envel ur sevenadur war meur a dachenn, an holl anezho liammet ouzh ar skiant-faltazi, ar fantasy hag an oberennoù-spont.
Ganti ivez e voe skrivet ar scifaiku kentañ, eleze barzhonegoù en doare japanat haiku : er gelaouenn The Magazine of Fantasy and Science Fiction e voe embannet Six Haiku e miz Gouere 1962.
Ganti c'hoazh e voe goveliet e 1966 ar ger sophont evit envel ur boud speredek e bed ar skiant-faltazi[2].
Astrid, ar verc'h he deus bet gant he fried, a zimezas gant ar skrivagner ha skeudennaouer S-F Greg Bear (1951-2022).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.