Aldous Huxley

From Wikipedia, the free encyclopedia

Aldous Huxley
Remove ads

Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 189422 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz.

Fedoù berr-ha-berr

A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932)[1] er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954)[2] e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin.
En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.

Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh[3] hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945).
E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.

Remove ads

Buhez

E Goldaming (Surrey), 49 km er mervent da London, e voe ganet Aldous Huxley e 1894 da Julia Arnold ha Leonard Huxley. Mestrez-skol e oa Julia Arnold ha nizez ar barzh Matthew Arnold (1822-1888) ; skrivagner ha mestr-skol e oa Leonard Huxley.

Hervez e vreur Julian e veze alies Aldous « oc'h arsellout iskisted an traoù » ; hervez e genderv Gervas e voe dedennet abred-tre gant an tresañ.[4]
E klas e vamm e voe Aldous e-pad bloavezhioù, betek ma klañvaas-hi. Goude-se ez eas da Eton College en Eton, Berkshire, nepell diouzh Windsor.
E 1908 e varvas Julia Arnold, pa oa he mab Aldous 14 vloaz. Tri bloaz goude, e 1911, e klañvaas hennezh d'e dro ha peuzdall e chomas e-pad daou vloaz pe dost abalamour da varradoù keratit[5].
E miz Here 1913 e voe e Balliol College en Oxford evel lenner e rann al Lennegezh saoznek.[6] Tri bloaz goude, e 1916, e klaskas en em rollañ er British Army da gemer perzh er Brezel-bed kentañ ; nac'het e voe outañ avat, dre ma oa fall-tre e lagad dehoù[6] ; en hevelep bloavezh ez eas da genrener ar gelaouenn lennegel Oxford Poetry, a oa bet krouet e 1910[7].

Da heul e studioù e Balliol e klaskas labour abalamour ma tlee arc'hant d'e dad. Adalek miz Ebrel betek miz Eost 1917 e voe e karg eus ar pourvezañ e Maodiernezh an Aer, a ra war-dro ar Royal Air Force. Goude-se e kelennas galleg en Eton College e-pad bloaz — Eric Blair a oa unan eus e skolidi eno ; dic'houest e veze ar c'helenner da zerc'hel ar c'henurzh en e glasad, met barrek-kenañ e oa war ar yezh[8].

E 1919 e timezas gant Maria Nys (1899-1955), ur repuadez Belgiat ; ur mab o devoe, Matthew e anv, e 1920 hag a-hed ar bloavezhioù 1920 ez ejont gwech ha gwech all da Italia da weladenniñ o mignon D. H. Lawrence.

E 1937 e tilojas Aldous Huxley, e wreg hag o mab da Stadoù-Unanet Amerika, ma rejomp o annez en Hollywood, Los Angeles (Kalifornia). E Kalifornia e varvas e wreg Maria Nys e 1955.
E 1956 e timezas ar skrivagner d'ar skrivagnerez ha bredvezegez Laura Archera (1911-2007) ; ur biolinourez vrudet e oa ivez.

E 1960 e klañvaas abalamour da gankr ar c'harloc'henn, en e lazhas en diwezh e 1963.

Remove ads

Remzad

Kerkent ha boulc'het ar bloavezhioù 1920 e voe Aldous Huxley ur flemmganer hag ur skrivagner anavet. Flemmganoù e oa e romantoù kentañ, Crome Yellow (1921), Antic Hay (1923), Those Barren Leaves (1925) ha Point Counter Point (1928). Danevelloù berr a skrivas ivez : Limbo (1920), Mortal Coils (1922), Little Mexican (1924), ha Two or Three Graces(1926), hep dilezel ar varzhoniezh : Leda (1920), Selected Poems (1925), Arabia Infelix and Other Poems (1929). E bezh-c'hoari kentañ a skrivas d'ar mare-se, The Discovery, a voe embannet e 1924. Arnodskridoù a voe ivez er bloavezhioù-se : On the Margin (1923), Along the Road (1925), Essys New and Old (1926), Proper Studies (1927) ha Do What You Will (1929).

E 1930 ez embannas un arnodskrid all, Vulgarity in Literature hag un dastumad danevelloù berr anvet Brief Candles.
Music at Night and Other Essays a voe embannet e 1931, en hevelep bloavezh hag an dastumad barzhonegoù The Cicadas and Other Poems.
E 1932 e skrivas an arnodskrid Text and Pretexts hag embannet e voe e bempvet romant, Brave New World. An enep bev d'un utopienn eo ar romant-se, a c'hoarvez e London er bloavezh 2540, en ur gevredigezh renet gant teknologiezh ar gouennañ, an embregata bredoniel hag an darblegerezh pavlovek[9].
E 1936 e voe embannet ur romant all Eyeless in Gaza, ur bazenn a-bouez e buhez an aozer war-du ar peoc'helouriezh hag ar gevrinelezh, a zisplegas en e zastumadoù arnodskridoù anvet Pacifism and Philosophy (1936), Ends & Means: An Inquiry into the Nature of Ideals (1937) hag An Encyclopedia of Pacifism (1937 ivez).

Gant an tiegezh Huxley e tivroas ivez o mignon Henry FitzGerald Heard, anezhañ un istorour, ur skiantour hag ur prederour, da Galifornia e 1937 ; hemañ eo a lakaas Huxley war hent ar Vedanta – ur skourr eus an Upanishad, prederouriezh an hindouegezh.
Pelloc'h, e 1938, e kejas Huxley ouzh ar prederour indiat Jiddu Krishnamurti (1895-1986) ; perzh a gemeras er c'helc'hiad dalc'hidi ar Vedanta kaset gant ar prederour ha manac'h indezat Swami Prabhavananda (1893-1976), eus Urzh Ramakrishna[10], en e vanati en Hollywood. E vignon ar skrivagner saoz Christopher Isherwood a zegasas d'ar c'helc'hiad ivez.
Betek e varv e chomas Aldous Huxley stag ouzh The Vedanta Society of South California (VSSC) ; 48 pennad a skrivas evit kelaouenn an aozadur etre ||1941]] ha 1960[11]. En abeg d'e vennozhioù prederourel avat – ne grede e doue ebet, pa ne c'heller ket prouiñ bezañs doue pe zoueez – ne c'hallas ket en em reiñ d'ur relijion. E-keit-se e labouras Huxley evel senarioour en Hollywood. Ar bern arc'hant a zastumas evel-se a zispignas evit degas d'ar Stadoù-Unanet Yuzevien, skrivagnerien hag arzourien alaman hag a dec'he a-zirak an naziegezh.

E 1940 e tilojas an tiegezh Huxley da Llano, ur pennkêr lec'hiet en dezerzh hag en em led e penn Norzh kontelezh Los Angeles[12].

E 1944 e skrivas ur pennad-digeriñ evit troidigezh saoznek ar Bhagavad-Gita gant Swami Prabhavananda ha Christopher Isherwood[13]. Nepell goude e skrivas Aldous Huxley e oberenn brederourel The Perennial Philosophy (1945).

Goude an Eil brezel-bed, e 1953, e c'houlennas Aldous Huxley ar geodedourelezh evitañ, evit e wreg hag evit o mab ; peogwir e nac'has Huxley dougen armoù evit SUA hag anzav e rae kement-se evit abegoù relijiel e voe sparlet an hent dezhañ ha d'e diegezh.[6]
E 1953 ivez e fellas d'ar skrivagner gouzout hiroc'h diwar-benn efedoù an drammoù psikedelek[14] ; an doktor Humphry Osmond a bourchasas ur muzuliad meskalin dezhañ, hag a chomas gantañ e-pad an abadenn. Bloaz war-lerc'h ez embannas Huxley disoc'hoù e daol-arnod en e levr Doors of Perception (1954).
Div brezegenn a zistagas en azeuldi ar VSSC e Hollywood e 1955 : Knowledge and Understanding ha Who Are We? ; enrollet e voent o-div, hag embannet diwezhatoc'h[15].
En hevelep bloavezh ez embannas e 10vet romant, The Genius and the Goddess, a azasaasevit ar c'hoariva e 1958.

En abeg d'e gleñved e rankas Aldous Huxley disterniañ un tamm e deroù ar bloavezhioù 1960. An arnodskrid On Art and Artists a zeuas er-maez e 1960, heuliet gant ur pennad er gelaouenn Vedanta for the Western World anvet Symbol and Immediate Experience. E 1962 e voe ar studiadenn The Politics of Ecology — ur skrid degemennus, hag e romant diwezhañ, Island. E 1963 e voe moullet an arnodskrid Literature and Science, nebeut kent marv ar prederour.

Remove ads

Oberennoù

 Romantoù  Danevelloù berr  Barzhonegoù  Skridoù evit ar sinema
  • 1921 Crome Yellow
  • 1923 Antic Hay
  • 1925 Those Barren Leaves
  • 1928 Point Counter Point(ISBN 978-1-5647-8131-4)
  • 1932 Brave New World(ISBN 978-0-0608-5052-4)
  • 1936 Eyeless in Gaza
  • 1939 After Many a Summer Dies the Swan
  • 1944 Time Must Have a Stop
  • 1948 Ape and Essence
  • 1955 The Genius and the Goddess
  • 1962 Island(ISBN 978-0-0615-6179-5)
  • 1920 Limbo
  • 1922 Mortal Coils
  • 1924 Little Mexican[16]
  • 1926 Two or Three Graces
  • 1930 Brief Candles
  • 1944 Collected Short Stories
  • Jacob's Hands: A Fable[17]
  • 1916 Oxford Poetry
   The Burning Wheel
  • 1917 Jonah
  • 1918 The Defeat of Youth and Other Poems
  • 1920 Leda
  • 1925 Selected Poems
  • 1929 Arabia Infelix and Other Poems
  • 1931 The Cicadas and Other Poems
  • 1971 Collected Poems
  • Brave New World
  • Ape and Essence
  • 1940 Pride and Prejudice[18]
  • 1943 Madame Curie[18]
  • 1944 Jane Eyre[18]
  • 1947 A Woman's Vengeance
  • 1950 Prelude to Fame
 Studiadennoù  C'hoariva  Levrioù beajoù  Faltazi evit ar vugale
  • 1936 Pacifism and Philosophy
  • 1937 An Encyclopedia of Pacifism
  • 1941 Grey Eminence
  • 1942 The Art of Seeing
  • 1953 The Devils of Loudun
  • 1962 The Politics of Ecology
  • 2007 Selected Letters
  • 1924 The Discovery[19]
  • 1931 The World of Light
  • 1948 Mortal Coils – A Play[20]
  • 1958 The Genius and the Goddess[21]
  • 1967 The Ambassador of Captripedia
  • 2000 Now More Than Ever[22]
  • 1925 Along The Road: Notes and essays of a tourist
  • 1926 Jesting Pilate: The Diary of a Journey
  • 1934 Beyond the Mexique Bay: A Traveller's Journey
  • 1967 The Crows of Pearblossom
 Arnodskridoù
  • 1923 On the Margin
  • 1925 Along the Road
  • 1926 Essays New and Old
  • 1927 Proper StudiesASIN B0008B4H4Q
  • 1929 Do What You WillASIN B000880GUI
  • 1930 Vulgarity in Literature
  • 1931 Music at Night and Other Essays(ISBN 978-0-5860-6498-6)
  • 1932 Texts and Pretexts
  • 1936 The Olive Tree and other essays
   Pacifism and Philosophy(ISBN 978-0-9026-8042-5)
   An Encyclopedia of Pacifism(ASIN B000SID0I8)
  • 1940 Words and their Meanings(ASIN B0006AOXDY)
  • 1945 The Perennial Philosophy
  • 1946 Science, Liberty and Peace
  • 1950 Themes and Variations
  • 1954 The Doors of Perception(ISBN 978-0-0617-2907-2)
  • 1956 Heaven and Hell
   Adonis and the Alphabet[23]
  • 1958 Collected Essays
   Brave New World Revisited(ISBN 978-0-0608-9852-6)
  • 1960 On Art and Artists
  • 1963 Literature and Science
  • 1977 Moksha: Writings on Psychedelics and the Visionary Experience 1931–63
   The Human Situation: Lectures at Santa Barbara, 1959
 Pennadoù evit ar gelaouenn Vedanta for the Western World
  • 1941 Distractions
   Distractions II
   Action and Contemplation
   An Appreciation
   The Yellow Mustard
   Lines
   Some Reflections of the Lord's Prayer
  • 1942 Reflections of the Lord's Prayer
   Reflections of the Lord's Prayer II
   Words and Reality
   Readings in Mysticism
   Man and Reality
   The Magical and the Spiritual
  • 1943 Religion and Time
   Idolatry
   Religion and Temperament
   A Note on the Bhagavatam
   Seven Meditations
  • 1944 On a Sentence From Shakespeare
   The Minimum Working Hypothesis
   From a Notebook
   The Philosophy of the Saints
  • 1945 That Art Thou
   That Art Thou II
   The Nature of the Ground
   The Nature of the Ground II
   God in the World
  • 1946 Origins and Consequences of Some Contemporary Thought-Patterns
   The Sixth Patriarch
   Some Reflections on Time
  • 1947 Reflections on Progress
   Further Reflections on Progress
   William Law
   Notes on Zen
  • 1948 Give Us This Day Our Daily Bread
   A Note on Gandhi
  • 1949 Art and Religion
  • 1950 Foreword to an Essay on the Indian Philosophy of Peace
  • 1952 A Note on Enlightenment
   Substitutes for Liberation
  • 1954 The Desert
   A Note on Patanjali
  • 1955 Who Are We?
  • 1956 Foreword to the Supreme Doctrine
   Knowledge and Understanding
  • 1957 The "Inanimate" is Alive
  • 1960 Symbol and Immediate Experience
Enrolladurioù mouezhel
  • 1955 Knowledge and Understanding[24]
   Who Are We?[25]
Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads