From Wikipedia, the free encyclopedia
Malton zo ur gêr hag ur barrez keodedel eus hanternoz Bro-Saoz, e kontelezh North Yorkshire. Gwechall e oa e North Riding of Yorkshire ha bremañ emañ e Distrig Ryedale. War-dro 13 000 a dud zo o chom e Malton.
Emañ ar gêr en hanternoz d'ar stêr Derwent. Er c'hreisteiz d'ar stêr emañ Norton-on-Derwent. Gwechall e verke ar stêr Derwent ar vevenn etre an North Riding hag an East Riding e Yorkshire.
D'ar mare ma oa ar Romaned en Enez Vreizh o doa savet eno ur c'hreñvlec'h anvet Derventio Brigantum pe Derventio hepmuiken, war lez ar stêr Derwent.
Sed amañ ar stummoù kozh a gaver eus an anv, ennañ moarvat an elfenn -ton : Maltune, DB; Maaltun, c 1150 SD; Mealton, Vetus Mealton, 1190 P. eus saozneg koz Middeltun[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.