From Wikipedia, the free encyclopedia
Stephen Vincent Benét (Fountain Hill, Pennsylvania, 22 a viz Gouhere 1898 – New York, 13 a viz Meurzh 1943) a oa ur skrivagner hag ur barzh stadunanat.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Stephen Vincent Benét |
Anv-bihan | Stephen, Vincent |
Anv-familh | Benét |
Deiziad ganedigezh | 22 Gou 1898 |
Lec'h ganedigezh | Bethlehem |
Deiziad ar marv | 13 Meu 1943 |
Lec'h ar marv | New York |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Stonington Cemetery |
Tad | James Walker Benét |
Mamm | Frances Rose Benét |
Breur pe c'hoar | William Rose Benét |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | senarioour(ez), barzh, romanter, skrivagner, kazetenner |
Bet war ar studi e | skol-veur Yale, The Albany Academy |
Oberenn heverk | The Devil and Daniel Webster, By the Waters of Babylon, Seven Brides for Seven Brothers |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, Century Association, American Academy of Arts and Letters |
Tachenn | speculative/fantastic fiction |
Oberennoù zo en dastumad | Ackland Art Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken, part of the copyrights on oeuvre has expired |
Brudet eo dreist-holl dre e varzhoneg John Brown's Body (1928) a-zivout Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, dre e istor moliac'h (fantasy) The Devil and Daniel Webster (1936) hag e istor skiant-faltazi By the Waters of Babylon (1937).
Ganet e voe d'an 22 a viz Gouhere 1898 e Fountain Hill, Pennsylvania, gant Frances Neill Rose ha James Walker Benét. E-tro ar bloaz 1908, e dad, ur c'horonal en U. S. Army, a gasas Stephen Vincent, a oa war-dro 10 vloaz, d'an Hitchcock Military Academy e San Rafael (Kalifornia). Goude-se e voe diplomet gant ar Summerville Academy en Augusta (Georgia) ; e 1919, oadet a 21 bloaz, e tapas un diplom Bachelor of Arts (un aotreegezh, 4 bloaz studi) e Skol-veur Yale e New Haven (Connecticut), ma voe rener ar Yale Literary Magazine, ar c'hoshañ kazetenn studierien en SUA (e 1836 e teuas an niverenn gentañ er-maez) p'edo gant e vloavezh studi diwezhañ. Meur a briz a voe deroet dezhañ er Skol-veur evit e varzhonegoù[1]. Ouzhpenn skrivañ evit ar Yale Literary Magazine e savas barzhonegoù evit The Yale Record, kazetenn fentus ar Skol-veur[2] .
E 1916, pa oa 17 vloaz, e voe embannet e levr barzhonegoù kentañ ; e 1918 e voe deroet dezhañ an diplom Master of Arts e saozneg a-drugarez d'e drede levr, a ginnigas evel un dezenn.
E 1920-21, e-kerzh ur veaj aozet gant ar Skol-veur e Bro-C'hall, e reas anaoudegezh gant ur studierez stadunanat en École Normale e Sèvres, Rosemary Carr (1898-1962) ; d'ar 26 a viz Du 1921 e timezjont e Chicago, ha tri bugel o devoe : Stephanie Jane, Thomas Carr ha Rachel Felicity[1]. Ur skrivagnerez hag ur varzhez e oa R. Carr ivez.
E 1923 e voe ur barzh darnamzer e skipailh ar gelaouenn Time Magazine, a oa o paouez bezañ krouet[3].
Er bloaz 1926 e voe deroet dezhañ ur yalc'had Guggenheim Fellowship ; distreiñ da Vro-C'hall a eure, ha p'edo e Paris e skrivas e oberenn vrudetañ, John Brown's Body[4]. Ur pezh-c'hoari a dennas anezhi, a voe c'hoariet e Broadway e 1953.
E 1929 e voe dilennet en American Academy of Arts and Letters[5] ; daou vloaz goude, e 1931, e voe dilennet en American Academy of Arts and Sciences[6]
Adalek 1933 betek 1942 e voe Stephen V. Benét barner er Yale Series of Younger Poets Competition ; kreñvaet e voe perzh an aozadur-se el lennegezh stadunanat e-pad e amzer gefridi[7].
Goude embannadur e istor moliac'h The Devil and Daniel Webster e 1936 e voe meur a skrivagner ouzh e azasaat evit ar c'hoariva, hep aotre ebet ; aet skuizh gant kement-se, Stephen Benét a zivizas e 1937 e azasaat e-unan, a-gevret gant ar sonaozour Douglas Moore (1893-1969) evit sevel ur pezh-c'hoari, The Devil and Daniel Webster: A Play in One Act e 1938 hag un opera, The Devil and Daniel Webster: An Opera in One Act, a voe c'hoariet e Broadway e 1939 ; diwar ar pezh-c'hoari e voe savet ar film All That Money Can Buy, sevenet gant William Dieterle e 1941[8]. Diwar Daniel Webster and the Sea Serpent (1937), an heuliad skrivet gant S. V. Benét ivez, 50vet rann trede koulzad ar stirad skinwel Matinee Theater (1955-1958), sevenet gant Alan Cooke ha skignet gant NBC d'an 29 a viz Du 1957[9].
E 1937, Stephen V. Benét a azasaas « Skrapadenn ar Sabinezed » (The Rape of the Sabine Women e saozneg), ur vojenn henroman, da sevel e istor The Sobbin' Women ("Ar maouezed o tifronkañ")[10]. E 1954 e voe savet diwarnañ ar film Seven Brides for Seven Brothers sevenet gant Stanley Donen[11] ; ur gomedienn war gan a voe 1978, hag ur stirad skinwel e 1982[12].
D'an 13 a viz Meurzh 1943, p'edo e New York, e varvas Stephen Vincent Benét diwar un taol-kalon ; 44 vloaz e oa. Beziet e voe en Evergreen Cemetery e Stonington (Connecticut), m'edo perc'henn war un ti[13].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.