From Wikipedia, the free encyclopedia
Tintoretto, pe Jacopo Tintoretto (1518-1594), zo ul livour italian, eus ar XVIvet kantved, unan eus re vrudetañ skol Venezia, hag an diwezhañ eus livourien veur an Azginivelezh italian.
Jacopo Comin e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e Mirdi ar Prado, e Madrid, hag embannet a-benn ar fin da-geñver diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto e mirdi ar Prado[1].
En yaouank e veze graet Jacopo Robusti anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, hag en devoa difennet perzhier Padova a-enep soudarded an Impalaer santel.
Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, Battista Robusti, a laboure en ul liverezh dilhad ("tintorìa" en italianeg).
E vab Domenicho ivez a veze lesanvet heñvel (gwelout Domenicho Tintoretto).
Ganet e oa d'an 29 a viz Gwengolo e 1518 e Venezia, hag eno e varvas d'an 31 a viz Mae 1594.
Diskibl e oa d'al livour meur Tizian. Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet un toullad mizioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar mannierismo toskan ha roman a veze skignet e Venezia gant tud evel Sansovino, Salviati ha Schiavone.
Il Furioso a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetañ emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz ha Mari e skol San Rocco.
Meur a oberenn zo bet skrivet gant Jean Paul Sartre diwar-benn Tintoretto. Bri a zouge da Michelangelo Buonarotti a levezonas e zoare da dresañ.
Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez, er Scuola Grande di San Rocco, ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.