familh yezhoù From Wikipedia, the free encyclopedia
Un dreist-familh-yezhoù eo ar yezhoù indezeuropek, enni 449 yezh vev hiziv an deiz (hervez SIL International/Ethnologue) komzet en Europa dreist-holl met en Azia ha Norzhamerika ivez.
An hevelep kentyezh, an indez-europeg, zo da holl yezhoù ar c'herentiad-mañ .
War-dro an hanter anezho (219) a zo ezel eus iskerentiad ar yezhoù indez-ariek, an isskourradoù enno darn vrasañ yezhoù Europa, kement ha re iskevandir Indez, Azia ar Su, Azia ar C'hornôg hag Azia ar C'hreiz.
Ar yezhoù Indezeuropek o deus ar brasañ niver a dud ouzh o c'homz e-touez ar familhoù-yezhoù anavezet, 3 miliard a dud o vezañ o komz unan anezho da yezh-vamm.
Yezhoù a vremañ gant ouzhpenn 100 milion a dud ouzh o c'homz a zo en o zouez an Hindieg, ar Spagnoleg, Saozneg, Portugaleg, Banglaeg, Rusianeg, Galleg, Alamaneg hag ar Pundjabeg
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.