Alassane Ouattara

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alassane Ouattara
Remove ads

Alassane Dramane Ouattara, ganet d'ar 1añ a viz Genver 194, zo ur politikour eus Aod an Olifant ha prezidant ar vro.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...

Eus ar genel mandinka eo ha muzulman eo. Goude e studioù war an ekonomiezh en deus labouret er Font Moneizel Etrebroadel. Bez' e voe Kentañ Ministr Aod an Olifant etre 1990 ha 1993 e gouarnamant Félix Houphouët-Boigny. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù 2010 ha disklêriet e voe trec'h war Laurent Gbagbo gant ar Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù, gant 54% eus ar mouezhioù. Nac'het e voe an disoc'h-se gant Gbagbo hag ur brezel diabarzh a darzhas etre an daou strollad betek ma voe harzet Laurent Gbagbo e miz Ebrel 2011. Kregiñ a reas Alassane Ouattara gant e garg a brezidant e miz Mae 2011.

Addilennet e voe e 2015 gant 84% eus ar votoù en dro gentañ. Dilennadeg ar prezidant 2020a voe boikotet gant ar strolladoù all, ha trec'h e voe Ouattara gant 95% eus ar mouezhioù eta.


Muioc'h a ditouroù Prezidanted Aod an Olifant ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads