Alba Iulia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alba Iulia
Remove ads

Alba Iulia (distaget [ˌalba ˈjuli.a] e roumaneg; Karlsburg pe Weißenburg en alamaneg; Gyulafehérvár en hungareg; Apulum e latin) zo ur gêr eus Roumania, e kontelezh Alba.

Thumb
Kreñvlec'h Alba Carolina, en Alba Iulia

Emañ war lez ar Mureș, e-kreiz Roumania, e rannvro istorel Treuzsilvania. E 2011 e oa 63 536 a dud o chom en Alba Iulia ha 95% anezho a oa roumanegerien[1].

Abaoe ar Grennamzer eo bet kêr-benn bolitikel ha relijiel Treuzsilvania. Etre 1541 ha 1692 e oa kêr-benn Rouantelezh Hungaria ar Reter ha, war-lerc'h, Priñselezh Treuzsilvania. Ur gêr a bouez eo evit holl bobloù Roumania, roumanegerien, hungaregerien, alamanegerien.

Peder c'hêriadenn zo stag ouzh Alba Iulia : Bărăbanț, Micești, Oarda ha Pâclișa.

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads