Alessandra Mussolini

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alessandra Mussolini
Remove ads

Alessandra Mussolini, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1962, zo un aktourez, top model ha politikourez italian.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Alessandra Mussolini e 2013
Remove ads

Tiegezh

Merc'h eo da Romano Mussolini, trede mab Benito Mussolini ha Rachele Guidi, ha da Anna Maria Scicolone, c'hoar da Sophia Loren. E 1989 e timezas da Mauro Floriani ha tri bugel o doe : Caterina, Clarissa ha Romano (diwar anv e dad-kozh).

Politikerezh

Bet eo ezel eus ar sened italian abaoe 2013, dilennet eo bet en anv ar strollad Il Popolo della Libertà, deuet da vezañ Forza Italia. Abaoe 2014 ez eo ezel eus ar parlamant europat evit FI.

Ganti e voe krouet ha renet ar strollad mirour broadelour, Azione Sociale. Etre 2004 ha 2008 e oa bet ezel eus ar parlamant europat ivez, kement hag eus kambr an deputeed, a zo ul lodenn eus ar parlamant italian, en anv Il Popolo della Libertà.

Ul lodenn eus pennaennoù Alessandra Mussolini a zo liammet gant gwelladennoù sokial: evit gwirioù ar maouezed, ar vugale. En tu all ez eo mennet da zifenn mennad un Italia greñv. Taget e oa bet e 2006 gant Vladimir Luxuria en devoa embannet e oa-hi ur faskourez, goude ma oa bet embannet ganti: "Meglio fascista che frocio" ("Gwelloc'h faskour evit heñvelreizh").

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads