An Uhelgoad
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Uhelgoad a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e Menez Are, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
Remove ads
Ardamezioù
Istor
Henamzer
- Ne gaver ket pikol tra a denn d'an Henamzer en Uhelgoad nemet al lenn, diwar ziouer a furchadennoù hag a enklaskoù moarvat. Koulskoude, dre ma n'emaer ket pell diouzh an hentoù pouezus a voe savet da vare ar Romaned ez eur techet da grediñ e veze darempredet an dachenn a ya d'ober parrez an Uhelgoad hiziv gant soudarded Roman. Soñjal a reer e oa bet Romaned o chom er c'hamp a vez graet « kamp Artus » anezhañ.
XVIIvet kantved
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: anavezet eo ar barrez evit fedoù liammet gant dispac'h ar bonedoù ruz e 1675. Un digoll a 800 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[2].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 93 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,36% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil brezel-bed
- Mervel a reas 54 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
- D'an 20 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman en Uhelgoad[5].
- Stourmerion ag ar Rezistañs en Uhelgoad
- Karr hobregonet M 20 stadunanat en Uhelgoad
- Dieubet e voe an Uhelgoad gant lu ar Stadoù-Unanet ha stourmerion ar Rezistañs goude emgannoù ouzh an Alamaned d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Eost 1944.
Brezel Korea
- Lazhet e voe ur serjant eus ar gumun e Muchon d’an 1 a viz C'hwevrer 1951[6].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[7].
Brezel Aljeria
- Lazhet e voe ur serjant eus ar gumun d’an 10 a viz Du e 1955 en El Milia (departamant Konstantin)[8].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Lec'hioù heverk er c'hoat
Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...
Ar Roc'h 'gren (ar Maen-Dogan)
Ar Roc'h 'gren, ur pezh karreg bras-divent, chomet eus ar mare ma veze korvoet greunit er vro, un esperadenn a vaen er c'hoad, zo 137 tonenn a bouez enni! Bras-eston eo he ment: 7 metr hirder, 3 m uhelder ha 2,80m ledander. Diazezet eo war ur c'her moan 90 cm hed a ro an tu dezhi da brañsellat un tamm pa bouezer gant e gein.
War lein ar roc'h e c'haller gwellet toulloù. Klotan a reont gant al lec'hioù ma veze lakaet gennoù houarn; d'ar mare ma veze korvoet ar greunit en Uhelgoat o doa klasket mengleuzierien faoutañ anezhi.
Ar Pont Ruz
Dont a ra an anv-gwañ "ruz" eus ar ger galianek "roudos". Soñjal a reer e oa bet savet ar pont-se da vare an Osismied, ur bobl c'halian eus strollad Kelted Arvorig. Vorgium (Karaez) e oa o c'hêr-benn.
Toull Artuz
Artuz zo un adstumm eus Arzhur, un aotrou breton, difenner ar pobloù kelt eus Breizh hag eus inizi Breizh-Veur e deroù ar VIvet kantvet. Hervez ar vojenn e kouske Artuz en toull-se gant un nebeud eus e geneiled varc'heien feal. Gwa d'an neb a zihune anezhañ hep abeg, hennezh ne chome ket bev. Rak ne ranked direnkañ ar Roue mojennel-se nemet pa veze e vro en arvar. A-benn ar fin e adstagas gant ar stourm asambles gant e varc'heien evit adsevel Rouantelezh Breizh lakaet en arvar gant ar Saozon.
An Toull Don
Erruout a ra ar stêr Arc'hant en Toull Don; en em deuler a ra-hi meur a vetr dindan hon treid. Ruziañ a ra an dour a-wechoù abalamour da liv ar c'hlegerioù.
Poull ar Boudiged
Ul lec'h boemus eo.
Menaj ar Werc'hez
Menaj ar Werc'hez zo bet krouet gant ur berniad reier bras. Ar mein, krignet gant ar dour-ruilh, o deus kemeret stummoù iskis. Gant un tamm ijin e c'haller gwelet armoù-kegin eus menaj ar Werc'hez: ur pofer, ul loa-gog, ur ribod, ur vegin.
Ar C'habell-touseg
![]() |
Douaroniezh
- War lez ar Stêr Arc'hant emañ an Uhelgoad.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
Tud brudet
Tud bet marvet eno
- 1919 : Victor Segalen, skrivagner
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads