Ar Gov

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar Gov zo un anv-tiegezh brezhonek hag anv ur vicher gozh : ar gov. Stank e vez kavet e Breizh hag e lec'hioù all ma'z eus tremenet Bretoned.

Remove ads

Stummoù all

  • Kavout a reer ar Goff, ar Go, ar Gow, ar Govig.
  • E galleg : Le Goff, Le Goffic, Le Govic.

Anvioù par er yezhoù all

  • e kerneveureg : Angove (An Gov), Goff, Goffe, Trengove
  • e gouezeleg : Mac Gabhann (MacGowan)
  • e saozneg : Smith. Kavet e vez an anv Goff en East Anglia abalamour d'ar Vretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg Gwilherm II (dug Normandi)
  • en alamaneg : Schmidt
  • e nederlandeg : Smet, Smets, Smit, Smits
  • e galleg : Lefebvre, Fèvre, etc
  • e spagnoleg : Ferrero, Herrero
  • e katalaneg : Ferrer, Ferré
  • en okitaneg : Fabre, Faure
  • e ruseg : Kouznetsov
  • e poloneg : Kowalski
  • e meur a yezh slavek : Kovaltchouk
Remove ads

Tud brudet

Thumb
Helen Lyndon Goff o c'hoari Titania er pezh-c'hoari Hunvre un nozvezh hañv.

Breizh

  • Jean-Pierre (1716-1790) hag e vab Paul Le Goff (1754-1840), orfebourien eus Montroulez
  • Pier ar Go (1860-1941), beleg, yezhour
  • Élie Le Goff (1858-1938), kizellour
  • Charlez ar Govig (1863-1932), barzh, skrivagner hag emsaver
  • Alan ar Gov (1881-1926), beleg ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek
  • Yeun ar Gow (1897-1966), skrivagner brezhonek
  • Alain Le Goff (g. e 1942), konter
  • Tristan Le Govic (g. 1976), telennour
  • Vincent Le Goff (g. 1989), melldroader
  • Damien Le Goff, mestrc'hoarier echedoù
  • Yael ar Gov, skrivagnerez vrezhonek

Bro-C'hall Bro-C'hall

  • Jacques Le Goff (1924-2014), istorour
  • Alain Chamfort (g. e 1949), anv-leurenn Alain Le Govic, kaner

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

  • Helen Lyndon Goff (1899-1996), skrivagnerez, anavezetoc'h dindan an anv Pamela Lyndon Travers

Kernev-Veur Kernev-Veur

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

  • Nathan Goff Jr. (1843–1920), senedour
  • Trish Goff (g. 1976), diskouezerez-c'hiz
  • Jared Goff (g. 1994), c'hoarier melldroad amerikan

Zeland-Nevez

  • Phil Goff, politikour

Anv-lec'h

  • Gofannon, un doue er mojennerezh predenek, a vije bet roet e anv da Rosko ha Plougoñ
  • Ar Govelioù, kumun gozh ha kreiz douaroniel Breizh
  • Kerango, Kerangoff : "kêr ar gov", anv meur a lec'h e Breizh (karter e Brest)
  • Le Goff, ur gêriadennig en Alberta, e Kanada
  • Goff, anv meur a gêriadenn er Stadoù-Unanet

Gwelet ivez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads