Aruba a zo un enezenn, 32 kardlev hed dezhi, er Mor Karib, 27 kardlev er-maez da aodoù Venezuela, dezhi ur gorread a 386 devezh-arat (193 km²). Oranjestad eo ar gêr-benn. Kontrol da veur a vro eus ar rannved-hont, n'eo ket gleborek an hin: sec'h-kras eo ar vro, ha mard eo fall evit al labour-douar e plij d'an douristed kenañ. Ur stademren eo e framm Rouantelezh an Izelvroioù.
Disrannet eo bet diouzh an Antilhez Nederlandat e 1986. Deuet eo da vout ur vro emren e framm rouantelezh an izelvroioù. Da vezañ dizalc'h e oa a-benn 1996, met paouezet e oa an argerzh a-benn 1990, war c'houlenn gouarnamant Aruba. Hiziv an deiz eo unan eus ar peder stad a ya d'ober Rouantelezh an Izelvroioù.