Avignon

kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Avignon
Remove ads

Avignon (Avinhon [2] pe Avignoun[3] e provañseg) zo ur gêr istorel war ar stêr Ron, e Provañs, ha pennlec'h departamant gall ar Vauclusa. Brudet eo evel kêr-benn ar bibien, er Grennamzer, hag ivez abalamour d'ar pont war ar Ron, a zo meneget en ur ganaouenn c'hallek, ha d'ar sizhunvezh c'hoariva a vez eno bep bloaz. Rummet eo bet he glad dibar Glad bedel gant an UNESCO. Avignon zo bet disklêriet Kêr-benn Europa ar sevenadur e 2000.

Muioc'h a ditouroù Avinhon, Anv okitanek ...

E 2022 e oa 91 760 a annezidi enni[4], ha 530 267 en tolead kêr.

Remove ads

Istor

Annezet e voe al lec'h adalek an Neolitik evel m'eo bet prouet gant furchadegoù e Roc'h an Domed ha Karter ar Balance.[5]

Erruout a rejont al legionoù roman tro 120 kt JK.

Roue ar Franked C'hlodwig Iañ a lakaas ar seziz war ar gêr e 500. Saveteet e voe Gondovald, roue ar Vurgonded a drugarez d'ar jeneral roman Aredius, deuet da sikour anezhañ.

Etre 1309 ha 1418 edo ar bibien o chom e kêr Avinhon, setu perak e vez lesanvet "Kêr ar Bibien" hiziv hon deiz.

Remove ads

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads