Balbinus
impalaer roman From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Balbinus, pe Decimus Caelius Calvinus Balbinus Pius Augustus a voe impalaer roman etre Ebrel ha Gouhere 238, war un dro gant Pupienus.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Eus buhez Balbin a-raok e anvidigezh evel impalaer n'ouzer netra. Krediñ a reer e oa mab-bihan da Publius Coelius Balbinus Vibullius Pius, konsul eus 136 betek 137. Mar deo gwir e vefe kar Balbinus da Q. Pompeius Falco – a ziskenne eus Pompeius Falco en amzer Antoninus – a voe un arc'hantour a-bouez da uhelidi ar Sened en IIIde kantved, kar da Julius Frontinus, ha diskennad eus ur c'henderv d'an impalaer Trajan. Ganet e vije Balbinus entre 165 ha 178, ha n'haller ket bout resisoc'h. Sur eo e oa eus un tiegezh patrikianed, e oa mab – pe naturel pe advabet – da Caelius Calvinus, legad Cappadocia en 184.
Beleg e voe e-touez ar Salii, beleien an doue Meurzh abaoe ar roue Numa Pompilius.
| Tierniezh ... | ||
| En e raok : Gordianus Iañ ha Gordianus II (238 - 238) |
Pupienus ha Balbinus (C'hwevrer 238 - Mae 238) |
War e lerc'h : Gordianus III 238-254 |
| Heuliad Henroma | ||
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
