Benoded
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Benoded zo ur gumun e Kerne-Izel war lez kleiz aber an Oded. E kanton Fouenant emañ, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
- Ar porzh.
- War lez ar Meurvor Atlantel ha genoù an Oded emañ Benoded.
Gerdarzh
- Diwar ur ger kozh ben, genoù, hag Oded.
Istor
Dispac'h Gall
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Pellerin, person, ha Burel, kure[2].
XIXvet kantved
- D'ar 15 a viz Meurzh 1878 e voe roet an anv Bénodet d'ar gumun e-lec'h Perguet gant un dekred kemeret gant ar c'hadoriad gall Mac-Mahon.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 76 gwaz abalamour d'ar brezel,da lâret eo 5,58% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas naontek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
- D'ar 4 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez Mosquito marilhet LR339 ha kodet DM-? eus ar 248th Squadron eus ar Royal Air Force e Benoded; mervel a reas he daou nijour, douaret int e bered ar gumun[5].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[6].
Monumantoù ha traoù heverk
- Kalvar chapel Berc'hed, dibenn an XIvet kantved.
- Chapel Perged, gouestlet da santez Berc'hed.
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Karrnijourion e oant o-daou. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'ar 4 a viz Gouere 1944 pa gouezhas o c'harr-nij Mosquito e Benoded[7],[8].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Gevelliñ
- Penntorr,
Kernev-Veur (1987)
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


