Benoni

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Benoni zo un anv-bihan brezhonek, deuet eus an hebreeg, hag a glot gant an anv gallek ha saoznek Benjamin. Benoni, pe Ben Oni, a dalv kement ha mab ma glac'har, a oa anv orin Benjamin er Bibl.

Benoni er Bibl

Hervez ar Bibl e oa Benoni unan eus daouzek mab Yaakov, eil mab Rahel, ha diazezer meuriad Binyamin, unan eus daouzek meuriad Israel. Diaes e voe ar gwilioud ha p'edo Rahel o vervel diwarnañ e anvas he mab "Ben-oni" (mab ma foan). Met "Binyamin" e voe anvet gant e dad[1].

Implij

Nebeud anavezet ha nebeud implijet eo evel anv-bihan.

Tud

Anv-bihan

  • Benoni Auran, livour gall
  • Benoni Beheyt, marc'hhouarner belgiat, kampion ar bed dirak Rik Van Looy e Renaix e 1963
  • Benoni Danks
  • Benoni W. Finch
  • Benoni Friedländer, moneizer alaman en XIXvet kantved
  • Benoni S. Fuller
  • Benoni Irwin (1840-1896), poltredour stadunanat
  • Benoni Whitten
  • Benoni Irwin
  • Benoni Van der Gheynst (1876-1946) livour belgiat

hag ivez:

  • Arthur Benoni Evans (1781–1854), skrivagner saoz
  • Henri Philippe Benoni Omer Joseph Pétain, marichal gall, anavezetoc'h evel Philippe Pétain
  • Sydenham Benoni Alexander, politikour stadunanat

Anv-tiegezh

  • Arne Benoni, unan eus brudetañ kanerien Norge, eus Inizi Lofoten, a gan sonioù "country", 14 pladenn graet gantañ, e saozneg dreist-holl
  • Giuseppe Benoni
  • Lorenzo Benoni, anv-pluenn Giovanni Domenico Ruffini (1807-1881) skrivagner saoznek
  • Marc Benoni, anv gwir Marc Blancpain, skrivagner gallek, bet rener an Alliance Française

Lec'hanvadurezh

Kanada

Banniel Suafrika Suafrika

  • Benoni, ur gêr e Gauteng, anvet diwar an anv biblek, bet lesanvet Little Cornwall pa voe kavet aour eno en XIXvet kantved pa redas Kerneveuriz di da gleuziañ.
  • anv kozh ur c'hleub mell-droad e Suafrika, Benoni Premier United

Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

  • Benoni Ross House

Lennegezh

Echedoù

  • an difenn Benoni , un taol er c'hoari echedoù, dezhañ doareoù kar :
    • Benoni, doare Taimanov
    • Benoni, doare gall

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads