Hebraeg

yezh semitek From Wikipedia, the free encyclopedia

Hebraeg
Remove ads

Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo an hebraeg[1], pe hebreeg[2], ´Ivrith / עִבְרִית en hebreeg, komzet gant 7 500 000 den en Israel, Palestina ha dre ar bed a-bezh. War-dro 6 000 000 eus e yezherien a zo Yuzevion o chom en Israel. 700 000 bennak a bPalestiniz en Israel ha Palestina a ra gantañ da eil yezh.

Fedoù berr-ha-berr

Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek (hag a vez implijet evit al lodenn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek all ivez), met n'eo ket a orin hebraek e gwirionez rak amprestet eo bet digant an aramaeg en Henamzer.

An hebraeg hengounel a oa aet da get evel yezh komzet e Judea da c'houde emsavadeg Bar Koc'hba (135-138 goude JK). E Galilea en doa kemeret an aramaeg e blas war-dro 200 kent JK dija. E-pad 1800 vloaz e veze implijet war an dachenn relijiel hepken.

En XXvet kantved ez eo bet lakaet an hebraeg da vevañ adarre a-drugarez da strivoù Eliezer Ben Yehouda (Eliezer Yitzc'hak Perelman, 1858-1922) dreist-holl. Hiziv an deiz ez eo unan eus yezhoù ofisiel Stad Israel. Meur a yezh yuzevek all a zo en arvar da vont da get abalamour da astenn an hebraeg.

Remove ads

Skritur

Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Levrlennadur

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads