Berne
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Berne (ne vez skrivet Berné nemet e galleg) zo ur gumun eus Breizh, e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Remove ads
Douaroniezh
- Ar Skorf etre Berne hag An Ignel.
- War lez ar Skorf emañ Berne.
Dezougen
- War al linenn hent-houarn Pondi Mêlann edo Berne.
Anv
Stummoù skrivet
Gerdarzh
- (fr)Dauzat et Rostaing ː anv den galian ha roman Brennius (eus galianeg Brennus) ha lostger -acum".
- (fr)Emb. Flohic : e c'hellfe dont eus bern,
- (fr)Hervé Abalain : marteze domani Brennos / Brennus; marteze 'bre' ha 'nec'h' , dre ma Berne en em gav war un uhel. Derc'hel sonj ivez hag e oa ar barrez dindan anv Brevin, arc'heskob Canterbury
Ardamezioù
Istor
Henamzer
- An hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze ar Skorf e Pontuler e Berne; e Ziñseg, war lez an hent, e oa bet savet ur c'hamp gant ar Romaned[4].
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Berne gant teir c'humun ennañ: An Ignol, Berne ha Sant-Karadeg-Tregonvael; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Berne e 1801 ha lakaet Berne e Kanton ar Faoued bet miret ha brasaet ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Berne en Arondisamant Pondi e 1800[5],[6].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- * Mervel a reas 78 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 83 hervez monumant Santez-Anna-Wened hag hervez monumant ar re varv (eleze 4,09 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[7] eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[8].
Eil Brezel-bed
Repuidi-brezel
- D'an 1 a viz Even 1940 e oa 192 repuad e Berne; 12 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[9].
1944
Tud marvet
- Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[11].
Brezelioù didrevadennañ
- Daou waz a varvas e Brezel Indez-Sina ha pevar e Brezel Aljeria[12].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Maner Pontkalleg.
- An iliz katolik.
- Maner Pontkalleg
- Iliz katolik Sant Breven.
- Chapel Sant Albaod.
- Chapel ar Galon Sakr.
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[13]. Dioueliet e voe d’an 3 a viz Even 1926[14].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[15].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
- Ar maerdi.
Tud
- Paul Ihuel (2 a viz Du 1903 e Pondi-22 a viz Here 1974 e Pariz, Bro-C'hall), maer ar gumun, kuzulier Kanton ar Faoued (1945-1974), kannad ar Mor-Bihan e 1936-1940 hag e 1945-1974, kadoriad kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Is-sekretour-stad ha Sekretour-stad al Labour-Douar[16].
Ardamezeg ar familhoù
| de Malestroit
Aotrounez Pontkallek |
En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3. | |
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- (fr)Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 66. Miz Here 2019
- (fr)Job Jaffre : Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Héboé, Éditions Dalc'homp Soñj, 1986
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
