An Ignel
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Ignel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan. E su ar vro Pourlet emañ.
Arabat droukveskañ gant an Ignol.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez ar Skorf emañ an Ignel.
Kumunioù amezek
Anv
Stummoù skrivet
- Yguyniel, 1280; Ynginhiel, 1323; Yguinel, 1387; Inguiniel, 1516; Yguiniel, 1516; Ingunnel, 1630; [2]
Gerdarzh
Istor
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe kumun An Ignel e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet An Ignel e kanton Bubri; e distrig Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun An Ignel e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Jean Robic hag an daou gure[5].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 128 gwaz abalamour d'ar brezel, eleze 4,64 % eus he foblañs e 1911[6].
Eil Brezel-bed
- C'hwezek milour, dek ezel eus ar rezistañs ha tri den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, daou all a yeas diwar-wel[6].
- Pevar gwaz ag an Ignel hag a gemere perzh ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Rozkev (Lannejenn) d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al lu alaman a oa he sez er Faoued[7],[8].
Brezelioù didrevadennañ
- Daou waz marvet er Viêtnam en Indez-Sina, tri en Aljeria[6].
Brezhoneg
- Kaozeet 'vez brezhoneg Bro Pourlet er gumun-mañ.
- D'an 23 a viz Gwengolo 2013 e oa bet votet gant ar c'huzul-kêr tizhout live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg dindan 3 bloaz.
Monumantoù ha traoù heverk
- Peulvanig eus Oadvezh an houarn, tro 450 kt. J.-K., bet kavet e kêriadenn Kerwenn-Tegnouz, degaset betek ar vourc'h.
- Un ti kozh er vourc'h.
- Iliz katolik Sant Alban, 1777.
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

== Melestradurezh ==
- Ar maerdi.
Post
- An ti-post.
- E 1946 e voe digoret un ajañs-post ; e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 e voe savet an ti-post[4].
Tud
Ardamezeg ar familhoù
| de Baud
Aotrounez Bresséan |
En glazur e zek hanochenn en aour, 4, 3, 2, 1 |
Gevelliñ
Levrlennadur
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

