Breizh-Izel
darn gornôg eus Breizh lec'h ma vez komzet brezhoneg From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Breizh-Izel (anvet Goueled-Breizh[2], Izelvreizh[3] pe Traoñ-Breizh[4] a-wezhioù) eo an anv roet da guzh-heol Breizh, al lodenn e-lec'h ma vez komzet brezhoneg ar muiañ. Enebet e vez ouzh Breizh-Uhel.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Aroueziet eo Breizh-Izel e banniel Breizh gant ar peder bandenn wenn hag a daolenn Bro-Leon, Bro-Dreger, Bro-Gernev ha Bro-Gwened.
Remove ads
Anv

Kartennouriezh
En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").
Yezh
Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez eo ar vro ma vez komzet brezhoneg, e-skoaz Breizh-Uhel, a zo ur vro e-lec'h ma vez komzet galleg pe ar gallaoueg, eur parlant a zo heñvel-tre deusoutañ. Da neuze e c'haller teurel evezh
- ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann gwechall.
- heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù,
- n'emañ ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.
Ouzhpenn-se
- ne rae Breizh-Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ pezegwir eh ae ar gallaoueg war-raok parrez-ha-parrez.
Remove ads
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads