Norzhiwerzhon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 810 863 a dud a oa o chom enni er bloaz 2011 dindan (14 139 km²).

Remove ads
Keodelezh ha broadelezh
E niveradeg 2011 e oa goulennet broadelezh pep hini evel-henn[1]:

Gwelet a reer eta n'eo ket liammet strizh ar relijion gant ar vroadelezh disklêriet, pa'z eus tost da 14% eus ar gatoliked hag a lavar ez int Breizhveuriz, hag ez eus 4% eus ar brotestanted hag a lavar ez int Iwerzhoniz.
Remove ads
Bodadeg Norzhiwerzhon
D'ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:
- Democratic Unionist Party (unanourien daer), renet gant Ian Paisley, 36 sez (+6)
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Gerry Adams, 28 sez (+4)
- Ulster Unionist Party (unanourien), 18 sez (-9)
- Social Democratic Labour Party (broadelourien), 16 sez (-2)
- Alliance Party (a vod an div gumuniezh), 7 sez (+1)
- Ar Re C'hlas, 1 sez (+1)
- Dizalc'h, 1 sez (+1)
D'ar 5 a viz Mae 2011 e oa bet dalc'het dilennadegoù nevez. Sed an disoc'hoù:
- Democratic Unionist Party (unanourien daer), renet gant Peter Robinson, 38 sez (+2)
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Gerry Adams, 29 sez (+1)
- Ulster Unionist Party (unanourien), renet gant Tom Elliott, 16 sez (-2)
- Social Democratic Labour Party (broadelourien) renet gant Margaret Ritchie, 14 sez (-2)
- Alliance Party (a vod an div gumuniezh), renet gant David Ford, 8 sez (+1)
- Traditionnal Unionist Voice (unanourien eus an tu dehoù pellañ), renet gant Jim Allister, 1 sez (+1)
- Ar Re C'hlas, renet gant Steven Agnew, 1 sez (0)
Da heul ar votadeg-se e voe addilennet Peter Robinson da gentañ ministr Norzhiwerzhon, ha Martin McGuinness da veskentañ ministr. Er bloavezhioù war-lerc'h ez eus aet kuit 2 gannad eus UUP (unan a zo lakaet da zizalc'h hag egile er strolladig NI21), unan all a zo bet taolet er-maez eus UUP hag aet eo er strollad UKIP.
D'an 2 a viz Meurzh 2017 e oa bet un dilennadeg all, goude ma oa bet roet e zilez gant Martin McGuinness, ar beskentañ ministr d'an 9 a viz Genver. Setu amañ an disoc'hoù :
- Democratic Unionist Party (unanourien), renet gant Arlene Foster, 28 sez
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Michelle O'Neill, 27 sez
- Ulster Unionist Party (unanourien), renet gant Mike Nesbitt, 10 sez
- Social Democratic Labour Party (broadelourien) renet gant Colum Eastwood, 12 sez
- Alliance Party of Northern Ireland (a vod an div gumuniezh), renet gant Naomi Long, 8 sez
- Traditionnal Unionist Voice (unanourien eus an tu dehoù), renet gant Jim Allister, 1 sez
- Ar Re C'hlas, renet gant Steven Agnew, 1 sez
- People Before Profit Alliance, 1 sez
Remove ads
Kontelezhioù Norzhiwerzhon
- Kontelezh Aontroim (Antrim)
- Kontelezh Ard Mhacha (Armagh)
- Kontelezh Doire (Derry)
- Kontelezh An Dún (Down)
- Kontelezh Fear Manach (Fermanagh)
- Kontelezh Tír Eoghain (Tyrone)
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads