Candide
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Candide ou l'Optimisme zo ur gontadenn filozofikel c'hallek, savet gant Voltaire hag embannet e Suis, e kêr Genève, e miz Genver 1759. Ugent gwech e voe embannet e-pad buhez an oberour, gant se eo unan eus an oberennoù a reas ar brasañ berzh el lennegezh c'hallek.




« Candide » eo an haroz, un anv deuet eus ar ger latin candidus, hag a dalv, war un dro, kement ha "gwenn", hag ivez "a feiz vat", "didro". An anv dibabet-se a ziskouezfe kredoni an haroz. Souezhiñ a ra, a-hed e droioù, rak kement tra amreizh a wel.
Meneg zo er gontadenn eus kren-douar ar 1añ a viz Du 1755 e Lisbon, ha displegañ a ra Voltaire e sell ouzh an Droug er bed. Gwelet eo ar gontadenn evel un dagadenn nerzhus ouzh ar wellwelouriezh, kelennet gant an Alaman Gottfried Leibniz en e oberenn c'hallek La Monadologie, e 1714.
Hervez a lenner war golo an embannadur kentañ e 1759, e vefe troet ar gontadenn diwar skrid alamanek an docteur Ralph. E gwirionez n'eo nemet unan eus lesanvioù Voltaire evit en em ziwall diouzh an aotrouniezh hag e bolis.
Candide zo ivez un danevell-veaj a droio an haroz da filozofour, un doare Télémaque a c'hiz nevez.
Remove ads
Kenarroud politikel
Pa voe embannet an oberenn edo Voltaire o chom en domani Délices e Genève, ur gwir palez filozofour gant liorzhoù Epikur[2]. Daou zarvoud o deus glac'haret anezhañ kentaou : krenadenn-douar Lisboa d'an 1 a viz Du 1755 ha deroù ar Brezel Seizh Vloaz (1756). Ma skrivas ar brederiadenn : « An istor en e hed hogozik zo un heuliad krizderioù didalvoud » (Essai sur l’histoire générale, 1756).
Hervez meur a skridvarnour n'eo an haroz hegredik nemet an oberour e-unan. Ar baron vestfalian zo arouez an noblañs alaman, sot-nay gant ar palefarzoù-noblañs, ha « roue ar Vulgared » e ve Frederig II, roue prusia, a voe trec'h e 1757 en emgann Rossbach. Un dial e ve ar gontadenn, goude an tabut a voe etrezo en 1753. Ober anezhañ « roue ar Vulgared » n'eo nemet un doare da silañ e voazioù reizhel, pa deu bulgar eus ar ger « bougre » deuet eus « bulgare »!) hag a dalveze « heñvelreizh » en amzer-se.
Remove ads
Ar gontadenn
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
