Colt Anaconda
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Colt Anaconda zo ur revolver produet abaoe 1990 gant an embregerezh stadunanat Colt. Paouezet eo e broduiñ etre 1999 ha 2001[1]. Deveret eo eus revolverioù koshoc'h ar merk evel ar King Cobra.
Remove ads
Mont en-dro
Ar Colt Anaconda zo dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober hag un daboulin evit 6 kartouchenn .44 Magnum. E stummoù kentañ a oa kambret e .45 Colt ivez. Savet eo ar revolver e dir disvergl[2]. Pouez-loc'hañ e zraen a zo 1,77 kg e mod un-ober ha 4,8 kg e mod daou-ober.[1]
Kanolioù 4, 6 pe 8 meutad amerikan a gaver da brenañ. Ur vandenn doullet zo montet war-c'horre ar c'hanol : un eneppouez eo evit kempouezañ an argil degaset gant ar c'halibroù bras implijet en arm.
Remove ads
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads