Constance Normandi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Constance Normandi (1061/1065 - † 13 a viz Eost 1090), a oa ur briñsez norman, merc'h da Gwilherm an Alouber(† 1087) ha d'e bried Matilda Flandrez († 1083).

Bec'h a oa savet etre dug Breizh, Alan IV, ha dug Normandi, tad Constance e 1084. A-benn ar fin e voe graet ar peoc'h etrezo. Hag e 1085, e Caen, e voe graet eured Constance hag Alan IV, dug Breizh, ha kont Roazhon, mab da Hoel II.
Bugel ebet n'o doe. Mervel a reas Constance pevar bloaz goude hec'h eured.
Beziet e voe en iliz Saint-Melaine e Roazhon. Addimeziñ a reas Alan IV da Ermengard Anjev, merc'h da gont Anjev.
En 1672 e voe kavet bez Constance, digoret, hag e-barzh e voe kavet tammoù gloan a oa bet o pakañ he c'horf, ur groaz plom, gant ur skridig ma oa hec'h anv, hini he zad, hini he fried, ha deiz he marv.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
