Alan IV

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alan IV
Remove ads

Alan IV, lesanvet Alan Fergant, ganet war-dro 1060 ha marvet d'an 13 a viz Here 1119, a oa Dug Breizh eus 1084 da 1112.

Muioc'h a ditouroù Ren, A-raok ...

Mab e oa da Hoel, kont Kernev ha Naoned, ha da Hawiz Breizh, c'hoar da Gonan II, dug Breizh.

Pa varvas Konan e 1066 e oa bet lakaet Hoel da zug war e lerc'h. Tri mab en doe Hoel : Alan Fergant, Mazheaz ha Benedig.

Remove ads

Lesanv

Thumb
Alan IV, lesanvet Alan Fergant
Édouard Odier (1800-1887)[1]

Zoken ma seblant "Fergant" dont diouzh ar galleg "maneg houarn", e teufe kentoc'h diouzh ar brezhoneg. Hervez Henri Hubert eo heñvel al lesanv-se ouzh an anv skosek "Fergus", ha talvezout a rafe kement ha "an hini peurgalonek"[2] An henvrezhoneg hag ar grennvrezhoneg o doa an anv-gwan fer a dalveze kement ha "kalonek"[3].

E Bro-Saoz

Hoel, evit dont a-benn eus Eozen Pentevr ha re all en em savet en e enep, en doe ezhomm eus harp Gwilherm Iañ Normandi, dug Normandi. Pa dreuzas Gwilherm ar mor e 1066 evit mont da gemer Bro-Saoz, e oa Bretoned en e arme, 5 000 a dud a lavarer, gant Alan Fergant en o fenn (hervez lod istorourien da vihanañ).(Daveoù a vank)

Alan Fergant e Roazhon

Alan Fergant, a c'hellje bezañ bet dug goude marv e vamm e 1071, en doa re a zoujañs ouzh e dad evit lemel an dugelezh digantañ. Ne zougas an anv a zug eta nemet goude marv Hoel, e 1084. Kentañ tra a reas e voe reiñ kontelezh Naoned d'e vreur Mazheaz ha mont da Roazhon da gemer e gurunenn. E eontr Jafrez, a oa mestr e Roazhon, a lakaas serriñ dorioù kêr outañ. Ret e voe da Alan en em gannañ gant Jafrez, a voe trec'het ha kaset da Gemper, ma varvas nebeut amzer goude.

Brezel hag eured kentañ

Thumb
Alan IV, hervez un daolenn gollet

Gwilherm, distro eus Bro-Saoz, a fellas dezhañ lakaat Alan Fergant da zont da Normandi evit touiñ lealded dezhañ. Nac'hañ a reas Alan. Gwilherm a zeuas da Vreizh gant un arme hag a glaskas kemer Dol. Alan koulskoude a zalc'has penn outañ, ha gant harp roue Bro-C'hall e tistrujas darn eus e arme. Gwilherm a reas ar peoc'h, hag a roas da Alan e verc'h Constance da bried. E Caen e 1085 e voe an eured.

Remove ads

Ermengard

Konstanza a varvas daou vloaz goude.

E 1093 e timezas Alan da Ermengarde Anjev, merc'h kont Anjev. Brudet eo chomet an dugez en istor Breizh abalamour d'he furnezh ha d'he deoliezh. A-drugarez dezhi, a lavarer, e voe graet lezennoù a reas kalz evit lakaat an urzh vat da ren.(Daveoù a vank)

Brezel ar Groaz

Ar pab Urban II a reas e 1095 ur c'halvadenn da briñsed ha renerien ar C'huzh-Heol evit mont da adc'hounit an Douar Santel digant Islamiz. Alan Fergant hag uhelidi all a Vreizh a gemeras perzh e kentañ Brezel ar Groaz, hag a voe e-touez ar re gentañ da vont da Jeruzalem. Ne zistroas da Vreizh nemet goude pemp bloaz.
Herri, mab yaouankañ Gwilherm, en doa kemeret kurunenn Bro-Saoz war-lerc'h marv e vreur Gwilherm II, hag a yeas neuze da gemer Normandi digant ur breur all, Roperzh. Herri a voe harpet gant dug Breizh, ha Roperzh, trec'het en emgann Tinohebray e 1106, a voe prizoniet.

Remove ads

Bloavezhioù diwezhañ

E 1111 e klañvaas Alan Fergant. An dugelezh a roas d'e vab Konan kent mont da chom da Redon gant ar venec'h. Eno e varvas e 1119. E wreg Ermengard en em roas ivez da oberoù a relijion. Mont a reas da Abati Fontevraud, da Citeaux, da Balestina, ha distreiñ da vevañ e-kichen he mab. Mervel a reas e 1141.

Thumb
Abati Redon lec'h ma z'eo beziet Alan IV

Dimezioù ha bugale

E 1087 e timezas Alan ha Constance. Bugel ebet n'o doe.

E 1093 ec'h addimezas Alan da Ermangard. Tri bugel o doe :

  • Konan, a voe Konan III, dug Breizh ;
  • Hawiz Breizh, a voe pried Baldwin VII, kont Flandrez, a gasas anezhi kuit e 1110 ;
  • Jafrez ar Rouz, a varvas e Jeruzalem e 1116.
  • Ouzhpenn e vugale gant Ermengard en doa daou vab bastard, Brien FitzCount e Bro-Saoz ha Gwiomarc'h. N'ouzer ket piv e oa ar vamm.
Remove ads

Lennegezh

Meneget eo e anv er Trioedd Ynys Prydein, ma'z eo anvet Alan Fyrgan. Hervez an destenn gembraek Bonedd y Saint (XIIIvet kantved) e oa Alan Fergant (skrivet Alan Ffyrgan) tad Sant Llonio.

Muioc'h a ditouroù Istor Breizh ...
En e raok:
Hoel II
Dug Breizh
thum
10841112
War e lerc'h:
Konan III
Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads