Dhogs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Dhogs zo ur film dizalc'h galizat e galizeg sevenet gant Andrés Goteira, deuet er-maez e 2017[2].
Film kentañ ar rener e voe, gant an aktourien Carlos Blanco Vila, Antonio Durán "Morris", Miguel de Lira, Melania Cruz, Iván Marcos ha María Costas.
E Festival ar Sinema Dizalc'h (BAFICI) Buenos Aires e voe ar gentaenn d'an 19 a viz Ebrel 2017; eno e voe rakdibabet evit Priz ar Rakwardiezh[3].
Dhogs e voe ar film galizek kentañ hag a voe diskouezet e Festival Sitges (Katalonia) d'an 9 a viz Here 2017.
E Festival Etrebroadel ar Sinema Ourense (OUIFF), d'an 21 a viz Here 2017, e voe e gentaenn e Galiza[4].
Remove ads
Neudenn
Kenweañ a ra ar film 6 istor a-stur an eil re gant ar re all : ur goantenn, ur gwaz e vuhez teñval, ur bleiner taksi hag un ez-soudard.
Kenderc'hañ
Gant an Axencia Galega das Industrias Culturais (AGADIC) ha Kuzul Rannvro Lugo e voe kellidet ar film, war-bouez un darn hag a voe roet gant tremen 400 madoberour dre ar gensavenn Verkami[5].
E meur a lec'h e Galiza e voe troet Dhogs : Viveiro, As Pontes de García Rodríguez, Oleiros hag A Coruña ; tammoù anezhañ a voe troet e dezerzh Tabernas, e proviñs Almería, e Spagn.
Prizioù ha rakdibaboù
- Prizioù Mestre Mateo 2017
Trizek priz a yeas gant Dhogs, en o zouez Gwellañ film, Gwellañ sevener, Gwellañ senario, Gwellañ aktourez, Gwellañ aktour, Gwellañ eilroll gourel ha Gwellañ eilroll benel ; biskoazh ne oa bet kement all evit ur film hepken en istor ar Prizioù[6].
Rakdibabet e voe evit 17 priz e 14 rummad.
Liammoù diavaez
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads