Egor

toleadoù goullo an hollved From Wikipedia, the free encyclopedia

Egor
Remove ads

Ar ger egor a vez implijet evit en em reizhañ ouzh toleadoù goullo an hollved, e-maez aergelc'hioù ar c'horfoù-oabl.

Thumb
Gwiskadoù an aergelc'h-douar (pas diouzh ar skeul).
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Implij ...



Remove ads

Termenadurioù an egor

Harzoù an Douar

N'eus ket un harz rik etre aergelc'h an Douar hag an egor o vezañ ma tigresk an douester dre ma kresk an uhelder. Padal en doa divizet ar Fédération aéronautique internationale e vo linenn Kármán termenadur an harz etre an aerlestrsaverezh hag an astraerezh. Implijet e vez-se peogwir en doa jedet Theodore von Kármán e vefe ret d'ul lestr beajiñ buanoc'h eget an herr kelc'hdroel da genderc'h dougen gant an aergelc'h en uhelder-mañ.

Koskoriad an Heol

E-barzh koskoriad an Heol e vez graet eus an egor egor etreplanedennel a zeu da egor etresteredel en heliopoz. E-maez hent Sant-Jakez e komzer eus egor etregalaksiel.

Remove ads

Goulloder an egor

Thumb
Ar pellseller Hubble.

Er c'hontrol d'ar pezh a greder n'eo ket peurc'houllo an egor : dastrewet eo gant rannennoù e douester izel, dreist-holl plasma-hidrogen, skinad elektromagnetek, materi du ha gremm du. Gwask an egor etresteredel a zo 10 pPa (1×10-11 Pa). E-skoaz eo an aerwask e live ar mor 1013 hPa (≈ 1x105 Pa).

Permetiñ a ra ezvezañs a aer d'an egor da vezañ ul lec'h peurvat evit ar steredoniezh — dre skouez, gorre al Loar. Ar pellseller Hubble a c'hellas luc'hskeudenniñ gouloù o tont eus 13,7 miliard vloaz 'zo (tost mare ar Big Bang).

Un den hag a vefe "splujet" er goulloder ne darzhfe ket, ne skornfe ket da varv, ha ne varvfe ket en abeg d'e wad o virviñ, ent gwir. Mouget e vefe hemañ goude un nebeud munutennoù. An aer a guitafe e skevent end-eeun. An holl oksigen er gwad a c'houllofe er skevent evit klask keidañ an diri-gwask. Ar marv a zeufe pa errufe ar gwad disoksigenet en empenn.

Remove ads

Satellitoù

Bez' ez eus meur a satellit o kelc'hdreiñ en-dro d'an Douar, en o zouez ar satellitoù-kehentiñ 35 786 km a-us da live ar mor er c'heheder. Alies e vez kredet ez eo an dud o kelc'hdreiñ e-maez park-hoalnerzh an Douar peogwir ez int o flodañ. Flodañ a rint peogwir ez int e kouezhadenn dieub. An hoalnerzh a genderc'h un nerzh kreizhoal hag a harz outo da ziflipañ en egor, enep dezhañ an nerzh kreiztec'h kenderc'het gant an herr linennek. Emledañ a ra hoalnerzh an Douar kalz pelloc'h ha mirout a ra al Loar war e gelc'hdro en ur pellder a 384 403 km.

Hervez teorienn an hoalnerzh e tosta hoalnerzh an holl gorfoù-oabl ouzh mann gant gwrizienn c'hin ar pellder.

An derezioù eus an Douar davit an egor

Muioc'h a ditouroù Uhelderm, Uhelderft ...


Muioc'h a ditouroù Koskoriad an Heol ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads