Front de libération de la Bretagne

From Wikipedia, the free encyclopedia

Front de libération de la Bretagne
Remove ads

Front de Libération de la Bretagne (FLB), troet a-wechoù e Talbenn Dieubiñ Breizh (TDB)[2] [3] e brezhoneg, a oa un aozadur politikel kuzh oberiant etre 1966 ha 2000, a oa e bal dezhañ dieubiñ Breizh. Ur skourr armet en doa, anvet Armée républicaine bretonne da gentañ, deuet da vezañ Armée révolutionnaire bretonne (ARB) da c'houde.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Muioc'h a ditouroù Banniel ha skoed-ardamez an FLB, Krouidigezh ...

Kentañ FLB ar bloavezhioù 1960 a oa kentoc'h hengounelour ha broadelour pa gemere perzh ennañ beleien evel an tad Le Breton pe an tadoù breudeur ar Barzh. Mikael Coic, ezel eus ar strollad leninour ESB, pe Ronan Tremel, a oa izili eus an FLB-se.

Er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant savidigezh an UDB hag astenn e levezon, e teuas tamm-ha-tamm muioc'h troet war-zu an tu-kleiz gant tud evel Yann-Kel Kernalegenn pe Martial Ménard, panevet d'un nebeud tud levezonet gant an tu-dehou pellañ ha pagan evel Serj Rojinsky, Padrig Montauzier pe Jakez Denez. Er bloavezhioù 1970 e oa cheu etre luskadoù disheñvel an aozadur (tu-kleiz pellañ, sokialourien keltiek ha tu dehoù pellañ), ha betek krouidigezh ur gevrenn B.B.A.C. (Brigrade bretonne anti-communiste) enebet ouzh galloud ar Strollad komunour gall e Breizh (meur a walldaol a-enep kanatioù ar PCF a reas)[4].

Kroget er bloavezhioù 1970-1980 [5], er bloavezhioù 1990 e voe kleizelour da vat hag enebet ouzh ar gevalaouriezh gant stourmerien evel Gael Roblin .

Remove ads

Mare 1966-1972

Orin

An teskanv FLB (Front de libération de la Bretagne) a oa bet skrivet evit ar wech gentañ e Pondi : skrivadurioù a oa bet lakaet war an hentoù e-kerzh nozvezh etre ar 25 hag ar 26 a viz Gwengolo 1963. E 1966, ur strollad kuzh a embannas ur gemennadenn war kazetenn kevreadelour L'Avenir de la Bretagne, renet gant Yann Fouéré. Ton ar gemennadenn c'hallek a oa hañval ouzh re ar vroadelourien saoznek a vro Iwerzhon :

« Nous reprenons le combat progressiste et révolutionnaire que chaque génération de Bretons a entrepris pour la liberté de la Bretagne et pour le droit des Bretons à rejeter le statut colonial afin de se gouverner lui-même. »

Goude ur gwalldaol c'hwitet a-enep da di an tailhoù e Sant-Brieg d'ar 17 a viz Even 1966, e krogas neuze da zont war-wel sigloù an FLB, un FLB-ARB gant un 30 a walldaolioù sevenet e Breizh a-enep da simboloù ar Stad C'hall (savadurioù foran, prefetioù, kazarnioù jandarmed, burevioù an tailhoù…).

Remove ads

Flastridigezh

Buan o deus klasket an FLB heñvelaat ouzh stourm ar vroadelourien iwerzhonat. An IRA (Irish Republican Army) treuzneuziet evit dont da vezañ an ARB (Armée Républicaine Bretonne), ha kaletoc'h-kaletañ e teuas an oberoù da vezañ.

Er bloavezh 1969 e voe harzet un 50 bennak a izili, evel Jean Bothorel ; ha toullbac'het e voent e toul-bac'h la Santé a-raok bezañ dieubet just a-raok an dilennadegoù 6 miz war-lerc'h. Ezel e oa ar stourmerien-se eus aozadurioù hengounel ar stourm breton, kentoc'h. D'ar mare-se e oa kentoc'h mirelour c'hoazh an Emsav evel ma oa an dud diwar ar maez, evit-se e vefe renket kentoc'h a-zehou (en abeg da se e kaved un nebeud beleien ennañ).

Etre miz Kerzu 1968 ha Genver 1969 e voe klasket diskar ar c'hentañ aozadurioù FLB. E-pad Tro Breizh ar Jeneral De Gaulle, urzh a voe roet gantañ herzel gant an harzadennoù.

Thumb
Yann-Kel Kernalegenn
Remove ads

Goude 2020

Goude gwalldaol Kever e oa paouezet ar stourm armet broadelour breton. Ret e voe gortoz miz Genver 2021 evit bezañ sur e oa distro. Er miz-se e voe ur gemennadenn hag a embanne e oa bet devet bloaz a-raok ur c'harbed war ur chanter.

E miz Genver 2023, un eil annez a voe devet e Landunvez (Penn-ar-Bed) gant ar skrivadur FLB livet war unan eus ar mogerioù eus an ti. D'an 8 a viz Mae, ur c'harr, ur blakenn eus rann-vro Pariz warnañ, a voe devet, hag al lizherennoù FLB skrivet war an hent nepell dioutañ. E miz Gouhere 2023, kazetennoù a bep seurt evel an Télégramme a resevas ur gemennadenn digant an FLB a oa embannet ennañ lec'hiadur orin 6 tan-gwall pe moc'haj, ti ur prefed miz a-raok en o zouez.

(Daveoù a vank)Gouhere 2024, tiez gwer ul legumajer envroad a voe distrujet e Lannuon div nozvezh diouzh renk. Skrivet e oa bet "FLB" hag ouzhpennet skrivadurioù gouennelour enep-envroidi [6].

Levrlennadur

  • FLB Front de libération de la Bretagne - 1 emvod - miz Du 1969, Sal ar Mutualité (Pariz). Prezegennerien : Yann Morvan Gefflot (Comité Révolutionnaire Breton), Ronan Trémel (bet prizoniad an FLB), Morvan Gillemet (bet prizoniad an FLB), Abad Le Breton (rektor Gouanac'h), Guy Caro (stourmer PSU), Peter Berres Ford Ellis (kazetenner saoz - Ulaid), Tad Jean Cardonnel (vikel), Jean-Pierre Vigier (Comité d'initiative pour un mouvement révolutionnaire).
  • Levrig Front de Libération de la Bretagne
Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads