Remove ads

Ar Gewehr 43 pe Karabiner 43 (berraet en G43, K43, Gew 43 ha Kar 43) a zo ur garabinenn alaman damaotomatek kambret e 7,92 × 57 mm Mauser. Savet e oa bet e 1943 gant an embregerezh Carl Walther evit arme an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Thumb
Soudarded alaman gante fuzuilhoù Gewehr 43 war Talbenn ar Reter
Remove ads

Istor

Er bloavezhioù 1930 e klaske an Alamaned sevel ur fuzuilh damaotomatek. E 1940 e voe amprouet div anezhe gant ar Wehrmacht : ar Gewehr 41 (M) produet gant Mauser hag ar Gewehr 41 (W) savet gant Walther. Ne ziskouezas ket an daou arm bezañ fiziapl-kenañ. Ar G41 (W) a rae gant ar sistem amprest gazoù implijet e fuzuilhoù an Dan Søren Hansen Bang etre an daou vrezel-bed.[1] Goude deroù an oberadur Barbarossa e 1941 e voe tapet fuzuilhoù SVT-40 digant ar Rusianed. Kalz gwelloc'h ha fiziaploc'h e oa an arm soviedel. An Alamaned a savas ar Gewehr 43, dezhi tres hollek ar G41 (W) ha gwellaennoù awenet gant an SVT-40. Resis e oa ar G43. Implijet e voe kalzik evel fuzuilh-resisted war Talbenn ar Reter.[1]

Ul lodenn eus ar Gewehr 43 a voe produet gant labourerien rediet er Gustloff-Werke II, un is-kamp eus Buchenwald.

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads