Guadalquivir
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar stêr Guadalquivir zo ur stêr eus Andalouzia, e Spagn, hag emañ hec'h aber, er Meurvor Atlantel, en hanternoz da Gibraltar .


Dont a ra an anv eus an arabeg al-wādi al-kabīr (الوادي الكبير), "ar stêr vras"[1]. Roet e voe an anv-se d'ar stêr d'ar mare ma oa annezet Andalouzia gant muzulmiz arabegerien, da vare Al-Andalus.
Baetis, Betis e oa anv ar stêr da vare an Impalaeriezh roman[2].
Tremen a ra dre Sevilla, a-raok aberiñ, 80 km pelloc'h, er Meurvor Atlantel, dirak Sanlúcar de Barrameda.
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads