HK MP5

From Wikipedia, the free encyclopedia

HK MP5
Remove ads

An HK MP5 (diouzh hec'h anv klok Heckler und Koch Maschinenpistole 5) zo ur bistolenn-vindrailher ijinet er bloavezhioù 1960 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch.

Fedoù berr-ha-berr Heckler & Koch Maschinenpistole 5, Kinnig ...
Remove ads

Istor

Goude berzh ar fuzuilh-arsailh G3 e fellas da Heckler & Koch sevel ur familh armoù diazezet war he stumm[1]. Adalek 1964 e labouras an embregerezh war ur pimpatrom pistolenn-vindrailher, a voe anvet da gentañ HK MP54. Kambret e oa e 9 mm Parabelllum. E 1966 e voe dibabet gant ar Bundesgrenzschutz (gwarded-harzoù) hag unvezioù zo eus ar Bundeswehr.

Daoust d'he lusk-tennañ uhel (800 tenn/mn) e oa bihan an arm. E sistem kulasenn vlodet a zegase nebeud a argil ha chom a rae resis memestra pa veze tennet a-dennadegoù en ur mod aotomatek. E berzhioù mat a lakaas anezhañ da vezañ an arm implijet ar muiañ gant ar strolladoù enep-sponterezh ha nerzhioù ispisial ar polis er bed a-bezh[2]. Nav stumm nesañ eus an MP5 a zo bet kinniget abaoe 1964, dezhe degadoù a adstummoù all[1].

Remove ads

Implijerien

Degadoù a vroioù o deus implijet an HK MP5 pe a ra c'hoazh. En o zouez e kaver Brazil, Sina, India, Iwerzhon, Rusia pe Japan evit o folis pe o servijoù enep-sponterezh, ar GIGN e Frañs pe ar servijoù kuzh hag an FBI e Stadoù-Unanet Amerika. An SAS o deus implijet an arm en oberadur Nimrod evit dieubiñ ostajed e kannati Iran e Londrez e 1980[3].

Thumb
Logo ar Rote Armee Fraktion.

Er sevenadur

Un HK MP5 a zo treset war arouez ar strollad komunour alaman RAF (Rote Armee Fraktion) bet oberiant etre 1970 ha 1988.

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads