Yuzevien
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, henc'hresianeg : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.
Remove ads
Piv a zo Yuzev?
N'emañ ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentoù heverkañ ha degemeretañ:
- Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet[1].
- Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin[2].
- Un identelezh a zo ivez, disheñvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezañ ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedoù, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevañ…; ar pep brasañ eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh[2].
- N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se[2].
Remove ads
Ar Yuzevien dre ar bed
Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegoù e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009, da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblañs ar bed[3].
Hervez ar broioù
Remove ads
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads