Herrerasaurus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Herrerasaurus (a dalvez "Glazard Herrera", diwar anv ar rancher a zizoloas ar c'hentañ karrekaenn eus al loened-se) a oa unan eus ar c'hentañ dinosaored. Holl garrekaennoù ar c'higdebrer-se a oa dizoloet e gwiskadoù roc'h eus diwezh al Ladinian (Triaseg kreiz hervez ar Bodad Stratigraphiezh etrebroadel, bloaziet eus 231,4 milion vloaz zo e gwalarn Arc'hantina.[1] Ar spesad diazez, Herrerasaurus ischigualastensis, a oa deskrivet gant Osvaldo Reig e 1963[2] hag ar spesad nemetañ eo a gaver er genad. An anvioù Ischisaurus ha Frenguellisaurus zo heñvelsterioù eus Herrerasaurus.
E-pad meur a vloaz e oa diaes gwelet penaos renkañ Herrerasaurus rak ne oa anavezet al loened-se nemet diwar aspadennoù relegoù bihan-kenañ. Savet e oa meur a vartezeadenn a lâre e oa un Theropoda diazez, ur sauropodomorpha diazez, ur saurischia diazez, pe ne oa ket un dinosaor tamm ebet. Koulskoude pa oa dizoloet ur relegenn tost klok e 1988,[3],[4] Herrerasaurus a oa renket evel unan eus an Theropoda pe ar saurischia kentañ e pemp rentañ-kont diwar-benn emdroadur an Theropoda, ha kalz klaskerien a sell outañ evel ezel kentidikañ an Theropoda, betek-gouzout d'an nebeutañ.[5] Ezel e oa eus an Herrerasauridae, ur strollad loened damheñvel a oa e-touez ar re gentañ eus an dinosaored.[6],[7]

Remove ads
Notennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads