Hilion
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Hilion (skrivet Hillion e galleg) a zo ur gumun eus eus kanton Tregaeg, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
Bras eo eo ar gumun-se (gorread: tost da 2 500 ha peogwir ez eus div barrez en unan: Hilion ha Sant-Reunan.
- Teir stêr: an Evron, ar C'haler hag an hini vrasañ, ar Gouesan
- Ur stank: er Pontoù-Nevez
Hir eo an aod ivez: 12 km, peogwir eo Hilion ur c'hourenez (kelc'het gant "mirlec'h naturel Bae Sant-Brieg", an hini vrasañ e Breizh).
- Tevennoù Bon Abri (180 spesad struzh, 36 spesad laboused hag 7 spesad divelfenneged)
- Ur porzh bihan: E «Saint-Guimond»
- Teir zraezhenn: Traezhennoù «Bon Abri», «Lermot» hag ar Gerveur (La Grandville).
Remove ads
Armerzh
- Meskl Hilion: 10 % eus kenderc'h Bro-Frañs war tost da 100 km peulioù (sevel meskl).
Anv
- Erwan Vallerie ː Aula Helyoni, XIIvet; Hillion, 1219; Hyllion, 1216; Hylion, Hilion, 1224; Hillion, 1287; Hylion, 1330; Hillion, 1516
Ardamezioù
En gul, e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel ouzh red ar sourin Diforc'h ardamezioù Roland de Hilion (1278) Kuzul ar Gumun ː 29 Ebrel 1989
Istor
Orinoù
- Istor Hilion 'zo teñval met un dra a zo sur: ar Romaned hag ar C'halianed a oa staliet eno (kavet e oa bet roudoù porzh kozh, tiez-annez, ur templ, un hent eus ar Romaned...).
- Betek ma'c'h erruas ar Vrezhoned e oa kazi didud an dachenn. Riwal, roue Domnonea a oa staliet e Hilion. Kastell Riwal e oa ar c'hastell kentañ e Hilion lec'hiet e Leshilion («Licellion», skrivet ivez «Lissilion»).
XIXvet kantved
- Krouet e voe parrez katolik Sant-Reunan e 1870 diwar goust parrez Hilion.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 80 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,45 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2]; daou anezhe a varvas e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, unan e Sambreville, serjant-major e oa en 118vet Rujumant Troadegiezh[3] hag egile e Maissin, soudard e oa er 118vet Rujumant Troadegiezh[4].
Eil Brezel-bed
- D'ar 21 a viz Ebrel 1944 e kouezhas un nijerez F-5B (marilhet 42-67367) eus aerlu ar Stadoù-Unanet en Hilion; tapet e voe an nijour d'an Alamaned[5].
- Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Brezelioù didrevadennañ
Norzh-Afrika
- Mervel a reas meur a vilour ag ar gumun.
Remove ads
Brezhoneg
- 20,5 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[6].
Monumantoù ha traoù heverk
- Monumant ar re varv, 1920-1922.
- Iliz katolik Sant Ronan, 1872-1875.
- Maen-hir «Carquitté».
- Hent ar Romaned er Pontoù-Nevez.
- Villa Granville hag an annezadenn Hôtellerie (ma voe dizoloet moneiz keltiek, aspadennoù Romaned hag ivez un arched graet e plom gant an endalc'h (IIIe kantved) eus amzer ar C'halianed-ha-Romaned.
- Iliz katolik Sant Yann-Vadezour (XIVvet-XVvet kantved)
- Maner «Licantois» (XVIvet kantved), maner ar werjeoù (XVvet K.).
- Kouldri «Clos-Guéguen« (XVIvet kantved), hag ivez kouldrioù Kerbihan ha Bonabry.
- Kalvar Bonabry (XVIIvet kantved).
- Chapel Sant-Laorañs ha Sant-Maour (hag ar feuteun Sant-Maour e-kichen), Chapel Sant-Erwan ha Sant-Matulin ar gwernoù, chapel Sant-Loup ha Sant-Jili e Bonabry.
- Kroaz Meheut (kroaz kozh Sourdrais) ha kroaz Terterien (1832) savet el lec'h ma oa ur chapel gozh.
- Kastell Bonabry, Kastell ar Gwernoù ha dreist-holl kastell "Gwenngoad".
- Iliz katolik Sant Reunan (XIXvet kantved).
- Trenbont ar Pontoù Nevez savet war ar Gouesan gant Louis Harel de la Noë (1913).
- Tredanva dre dour ha stankell Pont-Rolant (1935).
- Monumant ar re varv e-tal iliz katolik Sant Yann-Vadezour er vourc'h, luc’hskeudenn[7]. Dioueliet e voe d’an 3 a viz Ebrel 1921[8].
- Monumant ar re varv e-tal iliz katolik Sant Reunan, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[9].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
| 1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 | |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| 2122 | 2235 | 2858 | 3232 | 3591 | 3786 | 4001 | 4049 | 4066 |
| Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl | ||||||||
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
Tud
Tud marvet eno
- 1925 : Georges Palante, prederour.
Tud liammet gant Hilion
- Sant Ronan.
- Patrice Carteron, melldroader, en deus bevet eno.
Ardamezeg ar familhoù
| Auffray [10] | Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant | |
| Guéguen [11] | En argant e wezenn-olivez geotet; e c'hrenn balefarzh en erminoù, karget gant div kadvouc'hal en gwad peuliek | |
| Micault [12] | En glazur, e alarc'h en argant melezouriñ war vord ur veunteun ivez en argant, hag heuliet ouzh kab gant un heol en aour |
Remove ads
Liammoù etrebroadel
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008 Michèle Gaillard : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

