InfoWars
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Infowars zo ur media eus an tu dehoù pellañ stadunanat[15] iriennour[26] hag ul lec'hienn internet da skignañ falskeloù[34] krouet gant Alex Jones.[35][36] Krouet eo bet e 1999, gant an anv Free Speech Systems LLC..
Abadennoù doare Talk show ha reoù all a zo krouet dreist-holl er studioioù lec'hiet en ul lec'h kuzh en takad greantel tro war dro Austin, Texas[37].[38] Al lec'hienn a embann alies falskeleier hag a zo bet meur a wech o lakaat sevel barradoù harrelerezh war tud. Dezrevelloù eus 2017 a embann e oa bet gweladennet al lec'hienn Infowars gant tro 10 milion gweladenn bep miz, uheloc'h evit re ar mediaioù brudet evel The Economist ha Newsweek d'an amzer-se.[39][40] E miz C'hwevrer 2018, Jones, an embanner, rener ha perc'henn eus Infowars, a oa bet rebechet dezhañ kaout doareoù disrann ha betek tagadennoù reizhel war implijidi[41] Infowars, ha dreist-holl Jones, a zo bet o tifenn iriennoù a-bep seurt, dreist-holl reoù oc'h embann oberiadurioù false flag gant gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika. Meur a wech eo bet roet lamm da grouidigezhioù Jones, ha meur a-wech eo bet lammet betek skarzhet eus ar rouedadoù sokial, evel Facebook,[42] Twitter,[43] YouTube,[44] iTunes,[45] ha Roku.[46]
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads