Twitter

servij rouedadoù sokial stadunanat From Wikipedia, the free encyclopedia

Twitter
Remove ads

Twitter, pe X, zo ur rouedad sokial. Mikroblogoù a c'heller sevel er mod-se a-benn ma c'hello an implijer lavarout d'e rouedad ar pezh emañ oc'h ober.

Fedoù berr-ha-berr Tachenn obererezhioù, Deiziad krouiñ ...

Kemennadennoù a c'heller kas pe resev dre ar genrouedad. Tweets a vez graet eus seurt kemennadennoù. Berr int dre ret (140 lizherenn e deroù istor Twitter, 280 lizherenn bremañ).

Remove ads

Istor

Thumb
brastres war paper eus Twitter (a oa anvet « stat.us » d'ar mare-se).

Twitter a zo bet krouet e San Francisco e-kerz start-up Odeo Inc. krouet gant Noah Glass hag Evan Williams. Noah Glass a werzhe AudioBlogger, ur poellad a servije da gas restroù klevet war ur blog a-drugarez d'ur pellgomz. Even Williams a oa anavezet evit bezañ unan eus diazezerien ar gevredigezh Pyra Labs hag a oa pec'henn war al lec'hienn Blogger, hag a zo bet adprenet gant Google e 2003. Odeo a ginnige ul lec'hienn herberc'hiañ, skignañ hag enrollañ podcastoù.

E-kichen ar servij podcast-mañ e-lec'h ma'z eus kalzik a gevezerezh, Jack Dorsey, dispatchour evit ur gompaniunezh taksi, ha Noah Gladd, bet ingaler er 911, niverenn an trummadoù amerikan, a zo karget da ziorroiñ ur servij nevez[1].

Ar mennozh orin a oa kinnig d'an implijerien deskrivañ ar pezh e oant oc'h ober dre SMS. Digoret d'an holl d'an 13 a viz Gouere 2006, ar c'hentañ stumm a oa anvet stat.us ha twittr da c'houde, o venegiñ al lec'hienn rannañ fotoioù Flickr, hag evit echuiñ: Twitter[2],[3].

D'ar 25 a viz Here 2006, lodennoù Odeo a zo bet adprenet gant Obvious Corp[4]. E miz Ebrel 2007, ur gevredigezh dizalc'h zo bet krouet gant an anv Twitter, Inc. gant Jack Dorsey e penn betek miz Here 2008, tra ma kemer Evan Williams e blas[5] Ar gevredigezh he deus 29 implijad e miz C'hwevrer 2009[6].

Twitter en deus gounezet ivez ar priz 2007 South by Southwest Web Award er rummad blogoù.

E miz Meurzh 2022 e kinnigas Elon Musk akuizitañ Twitter e evit 43 miliard dollar[7], met e miz Gouere 2022 e embannas e soñj nullas ar brenadenn[8]. An abeg roet gantañ eo an niver a gontoù faos, robotoù en o zouesk, a laka diaes da c’houzout talvoudegezh wir Twitter. E miz Here 2022 e prenas ar rouedad sokial a-benn ar fin[9].

Remove ads

Liammoù diavaez

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads