Isis

doueez gwarezerez ha salvus e mitologiezh Henegipt From Wikipedia, the free encyclopedia

Isis
Remove ads

Isis eo an anv a orin gresianek a roer da Aset pe Iset, doueez gwarezerez ha salvus e mitologiezh Henegipt. Ezel eo eus Navad Bras Iounou.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Reizh pe jener ...

Seblantout a ra e oa personeladur an tron gwezhall. E anv egiptat e hieroglifoù Egipt a dalvez "an azezenn". En enskrivadurioù e veze diskouezet da gentañ dindan stumm ur vaouez gant ur gador a dalvez dezhi da goef.
Diwezhatoc'h e cheñchas an doare d'he zaolenniñ. Gwelet e vez dindan stumm ur vaouez dezhi kerniel ur vuoc'h a bep tu d'ur skant a arouez al Loar ; arabat eo neuze he droukveskañ gant Hathor, a oa doueez ar garantez, ar gened, ar sonerezh, ar vammelezh hag al levenez.

Remove ads

En arzoù

  • E 1677 e savas Jean-Baptiste Lully un drajedienn lirek anvet Isis a zanevelle avanturioù an nimfenn Io a zeue da vezañ an doueez Isis a-drugarez da Jupiter, e diwezh an opera, o liammañ e-giz-se ar vitologiezh c'hresian hag ar vitologezh egiptat.
"Opera ar sonerien" a voe graet eus Isis abalamour d'ar binvioù-seniñ niverus zo talvoudekaet a bep eil. Meuliñ a ra klod Loeiz XVI hag e drec'hoù en Izelvroioù. Talvezout a ra ar boan menegiñ laz-kanañ ar "Grenerien".
  • Anv kentañ romant ar Breizhad Auguste de Villiers de L'Isle-Adam (1838-1889) eo Isis e 1862, unan eus pennoberennoù al lennegezh c'hallek da lavaras an arbennigourien[1].
  • Das verschleierte Bild zu Sais "Ar skeudenn vouchet e Sais"[2] eo anv ur varzhoneg gant Friedrich von Schiller diwar-benn gouel Isis (1795).
  • La Quête Isis eo anv trede levrenn eus Les perspectives dépravées gant an istorour gallek lituanian Jurgis Baltrušaitis (1903-1988)[3].
Remove ads

Notennoù

Gwelet ivez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads