Jacques
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Jacques zo un anv-bihan gallek, o tonet eus an anv hebreek Jakob, ha diwarnañ e teu an anv-bihan brezhonek Jakez.
Berranvioù
Kalzik a verranvioù zo d'an anv-bihan-mañ:
- Jacot, Jacquot,
- Jacquou, a gaver ivez e brezhoneg evel Jakou
- Jachet,
- Jacquet, a zo un anv-tiegezh gallek ivez
- Jacky ha Jackie a zo ivez ur berranv kenkoulz gwregel ha gourel er broioù saoznek. Gwregel eo Jackie ha gourel Jacky er broioù gallek. Roet eo bet da Jacqueline Kennedy er SUA ha da Jackie Sardou e Bro-C'hall.
Stumm gwregel
Stummoù kevrennek
An hini brudetañ eo Jean-Jacques, Yann-Jakez e brezhoneg. Kavout a reer ivez Louis-Jacques, Jacques-André, Hervé-Jacques, Jacques-Yves, Jacques-Henri hag all.
Yezhoù all
Tud brudet
Belgia
- Jacques Brel (1929-1978), kaner
Breizh

- Jacques Collebaut (marvet e 1559), sonaozer
- Jacques Cassard (1679-1740), kourser
- Jacques Cambry (1749-1807), skrivagner brezhoneg ha galleg
- Jacques de Thézac (1862-1936), moraer ha tudoniour
- Jacques Vaché (1895-1919), skrivagner
- Jacques Demy (1931-1990), filmaozer
- Jacques Briard (1933-2002), istorour ha hendraour
- Jacques Botherel (g. e 1946), marc'hhouarner
- Jacques Pellen (1957-2020), gitarour ha sonaozer
Bro-C'hall

- Jacques Offenbach (1819-1880), sonaozour
- Jacques Doriot (1898-1945), politikour komunour ha kenlabourer
- Jacques Prévert (1900-1977), barzh ha senarioour
- Jacques Tati (1907-1982), filmaozer
- Jacques Massu (1908-2002), jeneral
- Jacques Chirac (1932-2019), prezidant ar Republik
- Jacques Tardi (g. e 1946), aozer bannoù-treset
Kanada
- Jacques Villeneuve (g. e 1971), blenier kirri
Suis
- Jacques Chessex (1934-2009), skrivagner ha livour
Remove ads
Anv-tiegezh
Un anv-tiegezh gallek eo Jacques ivez, evel kalz a anvioù-bihan.
Anaout a reer ivez an adstumm Jacq, evel en anv ar rezistant Fernand Jacq (1908-1941) hag ar skrivagner brezhonek Yann-Fañch Jacq.
Lec'hioù
Meur a lec'h zo anvet Saint-Jacques e galleg. Hag ivez :
- Jacque : kumun c'hall e departamant an Hautes-Pyrénées
Sevenadur

- Frère Jacques, kanaouenn
- Les Frères Jacques, pevarad kanerien
- Jacquot de Nantes, film gant Agnès Varda
Ger brezhonek
Ar ger jak a deu eus an anv gallek Jacques(Daveoù a vank).
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads