Fernand Jacq
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Fernand Jacq, ganet d'an 12 a viz Genver 1908 e Granville[1] hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Kerzu 1941, a oa ur medisin breizhat.
E studioù medisinerezh en doa graet e Roazhon. En 1930 en doa emezelet er Strollad Komunour Gall. Goude echu e studi ez eas da labourat d'an Uhelgoad. Eno eo en deus desket brezhoneg[2]. Kuzulier-kêr e oa eno en 1935, hogen torret e voe eus e garg gant gouarnamant Vichy. Adalek 1941 ec'h aozas an FTP en departamant. Harzet e voe gant an Alamaned d'an 3 a viz Gouhere 1941, ha kaset da Gastell-Briant, da Gamp Choisel. Eno e rae skol vrezhonek ha savet e voe ul laz-kanañ gantañ[3]. D'ar 15 a viz Kerzu 1941 e voe fuzuilhet gant an Alamaned e koad Blisière e-kichen Kastell-Briant. Pa voe kerc'het evit bezañ fuzuilhet e voe kanet ar Marseillaise, Kan an Dispac'h ha Bro gozh ma zadoù gant tud al laz-kanañ savet gantañ[4].
Ur straed zo en e anv e Roazhon, e karter al Landrel.
Remove ads
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads