Jane Goodall

From Wikipedia, the free encyclopedia

Jane Goodall
Remove ads

Dame Valerie Jane Morris Goodall, ganet Morris-Goodall d'an 3 a viz Ebrel 1934 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 2025, a oa ur brimatourez hag un antropologourez saoz[1]. Lavaret e vez anezhi e oa bet un diaraogerez evit studi ar primated hag an etologiezh, ha brudet eo bet e-kerzh 60 vloaz studi war dachenn sokial ha buhez familh ar chimpanzeed e Park Broadel Gombe Stream e Tanzania[2][3]. Kroget e oa da studiañ e 1960 dindan urzhioù Louis Leakey. Labour Goodall a oa bet o talañ ouzh selloù strisoc'h ar skiantourien war ar chimpanzeed. Dre he labour e oa bet prouet e c'hallent implij ostilhoù, chaseal asambles, ha kaout fromoù luziet gant aozadurioù sokial, ar pezh a veze lavaret bezañ evit Mab-den nemetken[4].

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads