Geneva
kumun suis e kanton Geneva From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Genève (e galleg, yezh ofisiel er vro ; Geneva en arpitaneg) zo ur gêr e Kanton Geneva e Suis, war glannoù ar stêr Ron el lec'h ma kuita lenn Geneva (Léman e galleg, Lèman e frankoprovañseg).
Remove ads
Stummoù an anv
Genava eo ar stumm latin a gaver e De Bello Gallico gant Caius Julius Caesar e 58 a-raok JK[1], ha Genáva e latin ar bobl, alese ar stumm gallek Genève. E yezhoù ofisiel ar vro e skriver Genève e galleg neuze, Genf en alamaneg, Ginevra en italianeg ha Genevra e romañcheg.
Génva eo ar stumm arpitanek, Genves e oa e galleg kozh kent ar stumm Gennes.
E brezhoneg e kaver Jeneva, Genava (hervez ar stummm latin) e geriadur Vallée ; n'eus meneg ebet e Geriadur Hemon-Huon (na 1993, na 2005).
Remove ads
Orin an anv
Diasur eo orin Geneva.
Kinniget ez eus bet un orin keltiek en abeg d'ar galianeg genava, a zo kar d'ar c'hembraeg gen, genau ha d'ar brezhoneg genoù[2] : e "genoù" al lenn emañ kêr.
Un displegadur all zo deuet dre ar genyezhoniezh, pa dalvez ar wrizienn indezeuropek *gen- kement ha "javed", "jod", "chin" – un astenn d'ar ster-se eo "genoù" pa gomzer eus an dremm ha n'eo ket eus an digor ma lakaer boued ; kement ha "plegadenn", "kogn" e oa ster *gen- ivez (gwelit al latin genū, glin), alese Geneva oc'h ober dave d'ar c'hogn a zo e penn al lenn.
Keltiek avat e chom an dibenn -ava.[2].
Remove ads
Ur gêr a bouez
Eil kêr Suis eo Geneva ha kêr-benn ar c'hanton. 185 028 a dud a oa enni e 2005, met an dachenn kêriet en dro dezhi en em astenn war kanton Vaud ha departamantoù gall an Ain hag an Haute-Savoie, a vev 760 000 a dud enni.
Istor
E bro an Allobroged e oa pa oa aloubet gant ar Romaned.
Degemer
Douar repuidi eo Geneva abaoe pell, dreist-holl abaoe ma voe degemeret enni ar brotestanted heskinet, evel Guillaume Farel, Jean Calvin ha Théodore de Bèze, ma veze graet ar Roma brotestant anezhi, hag ivez kêr Calvin.
E-touez an holl bolitikerien repuet enni emañ Lenin a-raok dispac'h 1917.
Kalz aozadurioù etrebroadel zo diazezet e Geneva, en o zouez :

Remove ads
Kêrioù gevellet
Arc'hantina : Buenos Aires (1991)
Bro-C'hall : Pariz (2002)
Liorzhoù ha parkoù

310 hektar zo dindan koad pe geot, da lavarout eo 20% eus douar kêr.
Mell-droad
Brudet eo ar c'hleub Servette FC savet e 1890. E 2005 e reas freuz-stal.
Beredoù
Etre 1700 ha 1853, ne oa nemet ur vered e kêr, hini Plainpalais. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1850 e voe krouet hini Châtelaine, ha hini Saint-Georges er bloavezhioù 1880. Hini kumun Petit-Saconnex zo e kêr abaoe 1931 pa voe kendeuzet an div gumun.
E-touez an dud veur beziet e Geneva emañ Jean Calvin ha Jorge Luis Borges.
Tud veur bet ganet e Geneva
- Henri Dunant, medisin
- Isabelle Eberhardt, skrivagnerez
- Jacques Necker, politikour gall
- Jean-Jacques Rousseau, prederour
- Ferdinand de Saussure, yezhoniour
- Michel Simon, aktour
- Alain Tanner, filmaozour
- Paul-Émile Victor, ergerzhour, gwerinoniour, skrivagner gall
Gwelout ivez
- Michel Servet
Liammoù diavaez
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads