Jihad

From Wikipedia, the free encyclopedia

Jihad
Remove ads

An djihad pe jihad (en arabeg : جهاد djihâd), a vez graet eus un dever relijiel a gaver en islam hag er babelezh. En arabeg, e talvez kement hag « emnac'h », « striv », « stourm » pe « harzerezh », alies e vez treuzkomprenet gant « brezel santel ». Ar ger jihad zo implijet tregont gwech er C'horan, alies gant stumm an droienn « al-ǧihād bi amwalikum wa anfusikum » a c'hellfec'h treiñ gant « stourm evit ho madoù hag ho eneoù ». An djihad zo neuze da vezañ komprenet evel « grit ur striv evit mont etrezek hent Doue ». Hervez Averroes, en islam e kaver pevar ster evit an jihad : gant ar galon, gant an teod, gant an dorn ha gant ar c'hleze.

Fedoù berr-ha-berr Kredennoù ha kustumoù, Pennoù bras ...
Remove ads

Etimologiezh

Er ger arabek « djihad » e kaver al lizherennoù ǧ - h - d, a dalvez kement ha "striv". Alies e vez displeget an Djihad evel « Grit ur striv evit mont etrezek hent Doue ». Hervez ar mare istorel ez eo disheñvel ster ar ger:

  • brezel santel, evit difenn pe ledañ ar feiz muzulman
  • stourm, stourm a-enep diaesterioù pe enebourien
  • harzerezh, herzel ouzh an droug
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads