John
pajenn disheñvelout eus Wikimedia From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
John eo an anv-bihan saoznek stankañ, betek hon amzer, savet diwar an anv biblek Johannes, stumm henc'hresianek un anv hebreek a orin, ha kar d'an anv-bihan brezhonek Yann.
Remove ads
Stummoù all
Yezhoù all
Tud brudet

Evel ma'z eo an anv saoznek stankañ ne vo ket graet ul listenn eus an dud en anv-se. Menegomp memestra:
- ar roue saoz brudet, John Lackland, anvet ivez Yann Dizouar e brezhoneg, ar roue John nemetañ en istor ar Saozon,
- John Cabot pe Giovanni Caboto (1440-1498), merdeer
- John Locke (1632-1704), prederour saoz
- John Everett Millais (1829-1896), livour saoz
- John Gerrard Keulemans (1842-1912), livour ha skeudennaouer izelvroat
- John Muir (1838-1914), naturour skosat ha stadunanat
- John William Waterhouse (1849-1917), livour saoz
XXvet kantved
- John Ronald Reuel Tolkien (1892-1973), skrivagner saoz
- John Steinbeck (1902-1968), skrivagner stadunanat
- John von Neumann (1903-1957), matematikour ha fizikour hungarat ha stadunanat
- John Fitzgerald Kennedy (1917-1963), bet prezidant SUA, muntret
- John F. Kennedy Jr. (1960-1999), e vab, lesanvet "John-John"
- John le Carré, anv-pluenn David John Moore Cornwell (1931-2020) , romantour saoz,
- John Boorman (ganet e 1933), filmsevenour saoz
- John Lennon (1940-1980), kaner ar stollad sonerezh poblek saoz The Beatles, muntret
- John Travolta (1954-), aktour stadunanat
Anv-tiegezh
John zo ivez un anv-tiegezh a gaver e meur a vro, en o zouez ro-Alamagn ha Bro-Gembre.
Diwar an anv-bihan John eo bet savet an anv-tiegezh Jones, stankoc'h e Kembre eget e lec'h all.
Johns zo anavezet ivez, ha Johnson.
Lesanv
Diwar John eo bet savet Johnny, hag al lesanv Johnniged, pe Jonied graet eus ar Vretoned a werzhe ognon, poent zo bet, e Breizh-Veur.
Pennadoù kar
hag ivez:
- John Davies
- John Jones
- John Ford
- John Roberts
- John Smith
- John Williams
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads