John Muir

From Wikipedia, the free encyclopedia

John Muir
Remove ads

John Muir (/mjʊər/ ; Dùn Bàrr, 21 a viz Ebrel 1838Los Angeles, 24 a viz Kerzu 1914) a oa un douarour, ul loenoniour, ul louzawour, un naturelour, ur skornour hag ur skrivagner stadunanat a orin skosat. Abred e stourmas evit gwareziñ endro naturel SUA, ma voe lesanvet John of the Mountains ("John ar Menezioù") ha Father of the National Parks ("Tas ar Parkoù Broadel")[1].

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...

Dre al levrioù, an arnodskridoù hag al lizheroù ma teskrivas e droioù-kaer en natur, er Sierra Nevada dreist-holl, e harpas gwareziñ Yosemite Valley ha Sequoia National Park er Sierra Nevada e Kalifornia, an daou e 1890[2]. Diwar ar skouer-se e voe gwarezet meur a dachenn naturel c'houez er bed.

Remove ads

Buhez

Ganet e oa bet John Muir e Dùn Bàrr, e Lodenn an Ear, d'an 21 a viz Ebrel 1838, trede bugel Ann Gilrye hag he fried Daniel Muir diwar eizh. Abred-tre e voe angoulet gant gweledvaoù e gorn-bro, pa dremene un darn vras eus e amzer o kantren koulz en arvor hag en argoad ; d'ar mare-se e voe dedennet-bras gant an natur ha levrioù an naturelour Alexander Wilson.

Er bloaz 1849, pa oa 11 vloaz, e tivroas John Muir gant e dud da SUA, ma stailhjont un atant e su Wisconsin. Un abeg relijiel a oa d'ar c'hemm bras-se : da veno Daniel Muir e oa re laosk Iliz Bro-Skos, setu ec'h eas da SUA da emezelañ el luskad Disciples of Christ hag a gase adsevel ar gristeniezh evel ma oa en deroù. Ker relijel e oa e dad m'en devoa lakaet John, kent mont da Amerika, da lenn ar Bibl bemdez, ken e oa deuet ar bugel a-benn da zibunañ dre eñvor an Testamant Nevez hag un darn vras eus an Testamant Kozh[3]. Koll feiz e dad a reas diwezhatoc'h.

Pa oa 22 vloaz, e 1860, ec'h emezelas John Muir e Skol-veur Wisconsin e Madison, evit studiañ ar gimiezh, an douarouriezh hag a louzawouriezh e-mesk diskiblezhioù all — nepred n'en deus studiet un diskiblezh pelloc'h eget e-pad daou vloaz.

Thumb
  • ██ Tarroz Niagara
  • D'an 12 a viz Ebrel 1861 e tarzhas ar Brezel diabarzh ; evit tec'hel diouzh an enluadeg ec'h eas breur J. Muir da Ontario e Kanada ; di ec'h eas John ivez e 1864. Eno e tremenas an nevezamzer, an hañv hag an diskaramzer o furchal ar c'hoadegi hag ar geunioù, o tastum plant tro-dro da c'hlann reterel Lenn Huron hag a-hed tarroz Niagara.

    P'edo e yalc'h o vont war dreutaat hag ar goañv o tont ec'h eas davet e vreur evit labourat gantañ en un heskennerezh. Eno e kendalc'has da furchal ha da zastum, evel diagent.

    E miz Meurzh 1866 e tistroas da SUA. En Indianapolis e labouras da fardañ rodoù evit trenioù ; dizale e wellaas ar mekanikoù hag ar mont en-dro, ken e voe anvet da c'hourseller[4]. Bloaz war-lerc'h avat e voe skoet e lagad dehou gant ul livn[5] ; dall e voe e-pad c'hwec'h sizhunvezh. Adal neuze e tivizas en em c'houestlañ da studiañ an natur hag ar plant[6].

    Er bloaz-se end-eeun, e miz Gwengolo 1867, e stagas John Muir, 29 bloaz, da vont war droad a-hed 1 600 km eus Kentucky da Florida « dre an hent gouesañ, deliekañ ha dizarempredetañ a c'hellfe[n] kavout » (A Thousand-Mile Walk to the Gulf)[7]. Pan erruas e Cedar Key, e Florida, kent dibenn 1867 e kavas labour en un heskennerezh a-nevez ; tri devezh hepken e padas e chomadenn eno avat, pa voe skoet gant ur barrad malaria a badas tri miz ; darbet e voe dezhañ mervel, panave madelezh perc'henned al labouradeg, an tiegezh Hodgson, a reas dibaouez war e dro[8].

    D'un deiz e miz Genver 1868 e krapas J. Muir war doenn ti ar re Hodgson da sellet ouzh an heol o vont da guzh. Alese e welas ul lestr er porzh, a oa da vont da Guba hervez a voe lavaret dezhañ[9]. Lestrañ a eure ar Skosad neuze hag erruout e La Habana, ma kasas e amzer o studiañ plant ha kregin hag o weladenniñ liorzh kêr. Goude e chomadenn e Kuba ec'h eas da New York kent mont da Galifornia[10].

    Dek vloaz goude, en hañv 1878, e voe implijet John Muir gant an United States Coast and Geodetic Survey nevez-krouet[11] evel ambrouger hag arzour a-hed a 39vet ledredenn evit kartenniñ Nevada hag Utah[12],[13].

    Goude-se en em stalias e San Francisco hag e chomas e-pad sizhun e Yosemite Valley, peogwir en devoa lennet a-zivout al lec'h. Ker bamet e voe gant an draoñienn skornel-se ma tistroas di diwezhatoc'h da labourat evel bugul e-pad ur predad. Eno e krapas gant meur a venez, Cathedral Peak (3 327 m) ha Mount Dana (3 981 m) en o zouez, hag e kerzhas a-hed ar Bloody Trail ("Ar Riboul Gwadus") betek Mono Lake , ul lenn sodek sall.

    Savet en devoa ul lochig e Yosemite ha lezet ur wazh-dour da redek drezañ « evit kaout dour, sonerezh ha kompagnunezh »[14] ; an daou vloaz ma vevas eno[15] a zanevellas en e levr My First Summer in the Sierra (1911). Alies e tistroe di, ken e c'hounezas doujañs en draoñienn en abeg d'e c'houiziegezh a-zivout istor an natur, ha d'e ampartiz evel ambrouger ha konter[16]

    Alies e kase e amzer vak o studiañ an douarouriezh. Dizale e kavas e oa Yosemite Valley un draoñienn skornel, ar pezh a zislavare skiantourien e amzer, a embanne e oa bet ganet gant ur c'hren-douar ; da amatour e voe lakaet J. Muir ganto, war-bouez an hini pennañ anezho, Louis Agassiz (1807-1873)[17]. Kreñvaet e voe mennozh ar Skosad pa gavas e 1871, p'edo en e loch, ur skorneg vev dindan ar menez Merced Peak (3 576 m) er Sierra Nevada.

    Thumb
    John Muir gant e bried hag o div verc'h, 1888

    E 1878 e voe galvet ar Skosad gant e geneiled da zistreiñ d'ar gevredigezh, ar pezh a reas. E korn-bro Oakland e kejas ouzh Louisa Wanda "Louie" Strentzel, bet ganet e Texas e 1847, merc'h d'ur mezeg ha liorzhour en devoa frouezhegi war 11 km² e Martinez. D'ar 14 a viz Ebrel 1880 e timezas John, oadet a 42 vloaz, gant Louisa, 33 bloaz,[18]. A-hed an dekvloaziad da heul e labouras a-gevret gant e dadeg da verañ o frouezhegi. Div verc'h o devoe John ha Louisa : Wanda e 1881 ha Helen e 1886[18].

    E 1888 e krogas an naturelour da glañvaat. Distreiñ da weladenniñ menezioù evit klask gwellaat a eure, ha krapat gant Mount Rainier (4 392 m) e stad Washington, ar pezh a voe danvez ar pennad An Ascent of Mount Rainier en e levr Steep Trails[19].

    Er bloaz 1903 e voe broadet John Muir en SUA. Unnek vloaz goude, d'ar 24 a viz Kerzu 1914, e varvas diwar skeventfo e Los Angeles, oadet a 76 vloaz. Er vered Muir-Strentzel Hanna e Martinez emañ e vez[20]

    Remove ads

    Oberoù

    Ouzhpenn da studiañ douaroniezh Yosemite ec'h ensellas John Muir struzh an takad. E 1873 ha 1874 e renablas annezva ar gwez-sekoia ramzel (Sequoiadendron giganteum). Gant an American Association for the Advancement of Science e voe embannet e studiadenn, On the Post-glacial History of Sequoia Gigantea e 1876[21].

    Peder gwec'h ec'h eas J. Muir da Alaska. E 1879 e voe ambrouget gant Amerindianed betek Glacier Bay (58°30′N – 137°00′K)[22], ma'z eus ur skorneg a zo anvet Muir Glacier bremañ. Mont a-hed ar stêr Stikine betek British Columbia a eure, ma renablas tremen 300 skorneg[23]. Distreiñ di a eure e 1880 hag e 1881

    Park Broadel Yosemite

    Tiriadoù glan e oa Yosemite hag ar Sierra Nevada da veno John Muir ; da saotradur e lakae an tropelladoù chatal a veze lakaet da beuriñ eno. E miz Mae 1889 e tiskouezas da rener ar gelaouenn The Century pegen drastet e oa an natur gant tropelladoù deñved bras e rann reterel Yosemite. A-du e voe ar c'helaouenner evit embann ur pennad a-zivout ar fed-se, ha dre e levezon bolitikel e teuas a-benn da lakaat kinnig e Kendalc'h ar Stadoù-Unanet ul lezenn evit ma ve lakaet Yosemite d'ur Park Broadel, diwar skouer Park broadel Yellowstone e Wyoming, a oa bet staliet e 1872. E 1890 e voe heuliet gant ar C'hendalc'h, goude daou bennad gant John Muir e The Century : The Treasures of the Yosemite ("Teñzorioù ar Yosemite") ha Features of the Proposed National Park ("Elfennoù ar Park Broadel kinniget"). Dipitet e voe an naturour avat pa voe lakaet Park Broadel Yosemite dindan lezenn Kalifornia e-lec'h hini ar C'hengevredad.

    Sierra Club

    E deroù ar bloaz 1892 e voe goulennet digant John Muir kemer perzh e krouidigezh ur c'hleub alpaerezh, ma vefe kadoriad. E miz Mae e voe savet ar Sierra Club ; betek e dremenvan e chomas J. Muir kadoriad ar c'hleub. Diouzhtu goude e emvod kentañ e savas ar Sierra Club a-enep bihanadur Park Broadel Yosemite dre an hanter, ha krog e voe da aozañ bodadegoù desavadurel ha skiantel. E 1895 e soñjas ar c'hleub e sevel mirlec'hioù broadel evit ar c'hoadegi, ar pezh a voe graet hag anvet National Forests. E 1906, a-drugarez da labour ar Sierra Club, e voe lakaet Park Broadel Yosemite dindan lezenn ar C'hengevredad ; ar C'hendalc'h a lakaas koulz ar bodad gwez-sekoia anvet Mariposa Grove ha Yosemite Valley e dalc'h Park Broadel Yosemite.

    Remove ads

    Oberennoù

    • 1874 : Studies in the Sierra. San Francisco : The Sierra Club • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1877 : On the Post-Glacial History of Sequoia Gigantea, 1877 • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1888 : Picturesque California: The Rocky Mountains and the Pacific Slope; California, Oregon, Nevada, Washington, Alaska, Montana, Idaho, Arizona, Colorado, Utah, Wyoming, Etc. New York & San Francisco : J. Dewing Publishing Company
    • 1894 : The Mountains of California. New York : The Century Co. • (ISBN 978-1-9866-5557-6)
    • 1901 : Our National Parks. Boston & New York : Houghton Mifflin Company • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1911 : My First Summer in the Sierra. Boston & New York : Houghton Mifflin Company • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1912 : Edward Henry Harriman. New York : Doubleday, Page & Company • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1912 : The Yosemite. New York : The Century Co. • (ISBN 978-1-68422-178-3)
    • 1913 : The Story of my Boyhoof and Youth. Boston & New York : Houghton Mifflin Company • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1915 (dalif) : Letters to a Friend – Written to Mrs. Ezra S. Carr, 1866-1879. Boston & New York : Houghton Mifflin Company • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • 1915 (dalif) : Travels in Alaska. Boston & New York : Houghton Mifflin Company (ISBN 978-1-61104-565-9)
    • 1916 (dalif) : A Thousand-Mile Walk to the Gulf. Boston & New York : Houghton Mifflin Company, 1916 • 'Wikisource'. Kavet : 26/10/2023.
    • 1917 (dalif) : The Cruise of the Corwin. Boston & New York : Houghton Mifflin Company, 1917 • En-linennSteep Trails. Kavet : 26/10/2023.
    • 1918 (dalif) : Steep Trails. Boston & New York : Houghton Mifflin Company, 1918 • En-linenn. Kavet : 26/10/2023.

    Enorioù

    Thumb
    Timbr, 1964
    Thumb
    Pezh-moneiz 25 cents, 2005

    Bep bloaz d'an 21 a viz Ebrel e vez lidet John Muir Day e Kalifornia abaoe 1989.

    Meur a lec'h zo bet anvet en enor da John Muir.

    Banniel Bro-Skos Bro-Skos

    • John Muir Campus, Dùn Bàrr, ma voe skoliataet.
    • John Muir House, sez Kuzul Lodainn an Ear e Baile Adainn.
    • John Muir Country Park, Lodainn an Ear.
    • John Muir Way etre Trossach National Park ha Dùn Bàrr[24]

    Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

    Alaska
    • Mount Muir (2 318 m).
    • Muir Glacier, ur skorneg.
    • Muir Inlet, ur skorneg all.
    Connecticut
    • John Muir Trail.
    Kalifornia
    • John Muir College, skol-veur e San Diego.
    • John Muir Health, un ospital e Walnut Creek.
    • John Muir High School, ul likez e Pasadena.
    • John Muir Highway, un troc'had en hent-tizh stadel 132 etre Coulterville ha Smith Station e Park Broadel Yosemite.
    • John Muir National Historic Site e Martinez.
    • John Muir Trail.
    • John Muir Wilderness, e kreiz ha su ar Sierra Nevada.
    • Mount Muir (4 273 m), er Sierra Nevada.
    • Muir Pass, un ode er Sierra Nevada.
    • Muir's Peak, anv all ar menez-tan Black Butte (1 931 m).
    • Muir Woods National Monument, en norzh da San Francisco.
    Kentucky
    • Muir Valley, un draoñienn brevez viret.
    Tennessee
    • John Muir Trail
    Washington
    • Camp Muir e Mount Rainier National Park.

    Egor

    Remove ads

    Levrlennadur

    • (en) Badè, William Frederick (1923-24). The Life and Letters of John Muir. Boston & New York : Houghton Mifflin Company, 1923 - levrenn 1 (ISBN 979-8-3714-6933-5), 1924 – levrenn 2 (ISBN 979-8-3642-9807-2)En-linenn. Kavet : 26/10/2023.
    • (en) Flinders, Tim. John Muir – Spiritual Writings. Maryknoll, New York : Orbis Books, 2013 (ISBN 978-1-62698-035-8)
    • (en) Fox, Stephen. The American Conservation Movement – John Muir And His Legacy. Madison : University of Wisconsin Press, 1986 (ISBN 978-0-299-10634-8)
    • (en) Gifford, Terry. John Muir – His Life and Letters and Other Writings. Seattle : Mountaineers Books, 1996 (ISBN 978-0-89886-463-2)
    • (fr) Jenni, Alexis. J'aurais pu devenir millionnaire, j'ai choisi d'être vagabond. Paris : Éditions Paulsen, 2020 (ISBN 978-2-37502-089-0)
    • (en) Kiely Miller, Barbara. John Muir. New York : Gareth Stevens Publishing, 2007 (ISBN 978-0-8368-8318-3)
    • (en) Miller, Rod. John Muir – Magnificent Tramp. New York : Forge Books, 2005 (ISBN 978-0-7653-1071-2)
    • (en) Teale, Edwin Way (1954). The Wilderness of John Muir – A selection of his collected work. Boston :& New Hork : Mariner Books, 2001 (ISBN 978-0-618-12751-1)
    • (en) Turner, Frederick. John Muir – Rediscovering America. Boston : Da Capo Press, 2000 (ISBN 978-0-7382-0375-1)
    • (en) Wilkins, Thurman. John Muir – Apostle of Nature. Norman : University of Oklahoma Press, 1996 (ISBN 978-0-8061-2797-2)
    • (en) Wolfe, Linnie Marsh. Son of the Wilderness – The Life of John Muir. Madison : University of Wisconsin Press, 2003 (ISBN 978-0-299-18634-0)
    Remove ads

    Liammoù diavaez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù

    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads