Joyce

From Wikipedia, the free encyclopedia

Joyce
Remove ads

Joyce zo un anv-bihan saoznek roet d'ar merc'hed dreist-holl ha d'ar baotred a-wechoù.

Thumb
Sant Judog

Orin

Dont a ra an anv Joyce eus an anv saonek kozh Josse, roet goude aloubidigezh Enez Vreizh e 1066[1],[2], diwar Iudocus, a zo ul latinekadur eus ar brezhoneg Judoc, a zo iud "aotrou" hag al lostger -oc ("-ig" hiziv) ; kement ha "denjentil yaouank" — ha "krakaotrou" — e talv Judoc neuze. Ur sant brezhon anvet Judoc a oa er VIIvet kantved.

Unan eus stummoù benel an anv e oa Jocosa, morvat dindan levezon al latin jŏcōsus "(den) drant"[1].

Etre dibenn ar Grennamzer ha dibenn ar XIVvet kantved ne veze roet an anv d'ar baotred nemet dibaot a wezh[1],[2], met distreiñ a eure evel anv-bihan roet d'ar merc'hed[1], marteze en abeg d'ar c'hrennsaozneg joise "bezit laouen"[2].

Kreñvaet e voe an anv Joyce evit ar merc'hed goude ar romant istorel In the Golden Days gant Ada Ellen Bayly (1857-1903, Edna Lyall he anv-pluenn) e 1885[1][3]. Ne vez mui roet d'ar baotred avat.

Remove ads

Tud

Anv-tiegezh

  • James Joyce, skrivagner iwerzhonat
  • Yootha Joyce, aktourez saoz
Remove ads

Lec'hanvadurezh

  • Joyce, Washington, ur gêr en Olympic Peninsula e stad Washington, SUA.

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads