Junio Valerio Borghese

From Wikipedia, the free encyclopedia

Junio Valerio Borghese
Remove ads

Junio Valerio Scipione Ghezzo Marcantonio Maria Borghese, ganet d'ar 6 a viz Even 1906 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Eost 1974, a oa ur c'homandant er morlu italian e-pad ren Benito Mussolini hag ar Strollad Broadel Faskour. Goude an Eil Brezel-bed e oa chomet leal d'an ideologiezh faskour. Lesanvet e oa bet neuze ar Priñs Du. E 1970 en doa kemeret perzh e steuñv un taol-stad gant nevez-faskourien, lesanvet ar Golpe Borghese gant ar mediaioù ur wech dizoloet. Goude ar c'hwitadenn e oa skampet kuit da Spagn Franco hag eno e chomas betek e varv e 1974.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Borghese e-pad an Eil Brezel-bed
Remove ads

Marv

Lakaet a gostez a-fed politikerezh met ivez gant e familh, gwelet e oa evel "falskredour" ha paotr ar penn pellañ a lakae diaes ar peurrest eus ar familh nobl. Junio Valerio Borghese a zo marvet en un doare iskis ha trumm e Cádiz, Bro-Spagn, dres goude koan d'ar 26 a viz Eost 1974, pa oa 68 vloaz[1] Hervez an testenniñ marv, orin ar marv a oa "pancreatitis kreñv"; iskis eo rak ur mezeg a oa tremenet da welet ar priñs un nebeud devezhioù a-raok hag en doa embannet e oa yac'h. Posupl eo e vefe bet ampoezonet Borghese gant arsenik.[2].

Thumb
Junio Valerio Borghese e 1942

Beziet eo bet e chapel ar familh Borghese er Basilica di Santa Maria Maggiore, e Roma.

Remove ads

Levrlennadur

  • Jack Greene; Alessandro Massignani (2004). The Black Prince and the Sea Devils: The Story of Prince Valerio Borghese and the Elite Units of the Decima MAS. Da Capo Press. ISBN 0-306-81311-4.

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads