Kalann
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kalann a zo ur gumun e Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan .

Antre ar vourc'h
Remove ads
Douaroniezh
Anv
Erwan Vallerie ː Cazlan, 1387; Cozlan, 1516
Gerdarzh
- An anv a c'hellfe dont eus ar gerioù brezhonek kad (emgann) ha lann (tachenn)[2].
- Hervez Hervé Abalain e teufe diwar un anv den Catlon, ur sant diazezer ar barrez kentidik moarvat.
Ardamezioù
Palefarzhet etre gul ha glazur; karget ar c'hlazur gant ur vrizhenn ginerminig en argant"
Istor
Parrez katolik diskennet da drev
- Kalann a c'hellfe bout bet savet diwar ul lodenn eus pennbarrez Zinzag. Emichañs e voe krouet Kalann gant ur gumuniezh relijiel. Meneget e voe parrez Kalann e titloù kuzul-chalonied Eskopti Gwened e 1387 hag ur barrez e oa c'hoazh e 1422, war a seblant. A-raok 1516 e voe kollet hec'h emrenerezh ganti, ha sellet e veze outi evel un drev eus parrez Lanvodan[3].
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790 diwar un drev eus parrez katolik Lanvodan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Ploue; e distrig Henbont e oa ; chom a reas e kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Kalann en arondisamant An Oriant bet krouet e 1800[4],[5].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant he c'hure, G. Le Doussal e anv[6].
XIXvet kantved
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 34 gwaz abalamour d'ar brezel[7], da lavaret eo 4,37 % eus he foblañs e 1911.
- E miz Mae 1915 e voe disklêriet Pierre Le Cren da brefed ar Mor-Bihan gant Louise Beller-Le Béhérec, ur skolaerez : Le Cren, ur Zouav yaouank eus ar gumun, en dije eztaolet komzoù faezhegel p'edo distroet d'ar gêr da gaout ehan diglañvañ[8].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Aljeria
- Mervel a reas ur soudard eus ar gumun e Bejaia d'ar 1 a viz Eost 1957[9].
Remove ads
Brezhoneg
- Brezhoneg a weler ouzh monumant ar re varv hag ouzh ar maerdi, ha plakennoù straed divyezhek ivez.
- Monumant ar re varv gant ur meneg e brezhoneg.
- Plakenn leurgêr.
- Plakenn straed.
Monumantoù ha traoù heverk
- Ar forn.
- Monumant ar re varv.
- Forn er vourc'h, XVvet kantved, nepell diouzh an iliz katolik.
- Monumant ar re varv. E 1922 e voe echuet[10].
An iliz katolik
- Iliz katolik An Drinded-Santel, XIvet kantved-XIIvet kantved (gant ul lodenn bet savet e penn-diwezhañ an Xvet kantved marteze...), adkempennet a-galz er XVvet kantved.
- Porched an iliz.
- Delwenn.
- Delwenn ar Werc'hez-Vari hag ar Mabig Jezuz.
- Delwenn ar Werc'hez-Vari hag ar Mabig Jezuz, penn-kentañ an XIXvet kantved, ouzh an aoter-su.
- Izelvos, Kemenn an Ael Gabriel d'ar Werc'hez Vari, XVIvet kantved, ouzh an aoter-su.
- Jezuz-Krist ouzh ar groaz, XVvet kantved, skourret er c'heur.
- Livadenn romanek ha pileroù, penn-diwezhañ an Xvet kantved pe penn-kentañ an XIvet kantved.
- Livadenn romanek: an Ifern.
- Treustoù, bolz ha livadenn romanek.
Remove ads
Armerzh
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh

Ar maerdi nevez (2013), e savadur ar presbital kozh[11]
Tud
- Louise Beller-Le Béhérec, skolaerez ha flatrerez e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[8].
- Pierre Le Cren (10 a viz Du 1894 e Kalann - 5 a viz Eost 1916 e Vaux-devant-Damloup, e departamant Meuse (Bro-C'hall), soudard yaouank er 4re Rejimant Zouaved Bale, bet disklêriet gant ar skolaerez Louise Beller-Le Béhérec abalamour d'e gomzoù faezhegel; mervel a reas war an talbenn e 1916 e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[14].
- Bernard Maligorne, c'hoarier ha gourdoner mell-droad, bet ganet e Kalann d'ar 25 a viz Even 1943.
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Gevelliñ
- Kroaz gevelliñ bet profet gant Eglosveryan.
Levrlennadur
- (br)Ar Gouloù Gwenn n°19, genver 2022 : Kalan, parrez uvel eus bro Wened.
Liammoù diavaez
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
