Katar

From Wikipedia, the free encyclopedia

Katar
Remove ads

Katar pe Qatar[2] (arabeg: قطر distaget [ˈqɑ̱.tˁɑ̱r]), anv ofisiel: Stad Katar (arabeg: دولة قطر; Dawlat Qatar) a zo ur vro ag Azia, en ul ledenezig 11000 km² enni, stag ouzh Ledenez Arabia hag e Pleg-mor Persia, e-tal Iran. Doha eo ar gêr-benn. Ur vonarkiezh absolut eo, renet gant an dinastiezh Al Thani. Gwarezet e oa ar vro gant ar Rouantelezh-Unanet a-raok bezañ dizalc'h e 1971.

Fedoù berr-ha-berr Yezh(où) ofisiel, Gorread ...

Pinvidik-tre eo ar vro, PDK dre annezad brasañ ar bed he deus. Produiñ eoul-maen a ra, met gaz naturel eo a ra pinvidigezh ar vro, pa'z eo trede produer ar bed, war-lerc'h Rusia hag Iran, ha bras-divent eo ar gweleadoù gaz miret en he c'hondon. Diorroet he deus an douristelezh stroñs, ha savet eo bet tourioù bras, letioù, inizi kalvezel hag ur gêr nevez zoken. Aozet e vez eno meur a zarvoud etrebroadel evel kevezadegoù sport. Ar chadennoù skinwel keleier Al Jazeera ha sport BeIn Sports a zo diazezet eno. Aozet e vo Kib vell-droad ar bed 2022 gant ar vro.

Remove ads

Poblañs

E 1945 ne oa nemet 45 000 annezad. E 2010 e oa 1 699 435 a dud o chom enni, ha 2 444 174 e 2020, met n'eus nemet 20% anezho hag a vefe broiz, ar peurrest a zo tud deuet eus broioù all da labourat.

Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads